« Ne vezo ket ! Te pe hini ebet ! »
Hag heñ a leñv. Hi a lamm war e skoaz, ha gant he fleuñv a sec’h e zaelou d’ezañ.
« Evit va c’haout, Ledan ger, e ranki dont betek ti va zad, betek al lec’h ma sav an heol. »
« Ha mont a rin, Koantig, rak te am bezo ! »
Hag hi kuit diwar nij.
Antronoz-vintin, dioustu, e felle d’an eontr dimezi e verc’h da Ledan.
« Ret eo diskuiza eun tammig, goude beza lazet an tri beulvan, » eme hemañ.
« Mat ! » eme an tonton.
Pa voe e-unan penn, e kemer Ledan ar gouriz plouz, hag heñ en hent. Kerzout a reas betek an noz. Neuze e tigouezas en eun ti bihan, eur vaouez koz o chom ennañ.
« Te eo Ledan, » emezi, « mab roue Breiz-Izel. Te eo a zo karet gant an houadez ruz. Ne vevo ket pell gant ar c’heuz he deus d’it. En noz-mañ eo bet amañ o kousket. »
« Gwir eo ez oun-me Ledan. Dre belec’h eo aet hi ? »
« War-du ar meneziou. »
Antronoz-vintin, heñ en hent adarre, hag ec’h en em gav dirak eun ti bihan, eur vaouez koz ennañ.
« Te eo Ledan, » emezi ; « an houadez ruz a varvo abalamour d’ar garantez he deus evidout. En neizour eo bet amañ. »
« Ha dre belec’h eo aet ? »
« War-du ar meneziou. »
Ha Ledan war-raok antronoz adarre, ken a zigouez gant eul lochenn, eur plac’h koz hag unan yaouank o chom enni.
« Te eo Ledan, » eme an hini goz. « An houadez ruz a hirvoud gant ar c’hoant d’az kaout. »
« Dre be hent eo aet ? »
« War-du ar meneziou. Met ne vevo ket pell gant he foan-galon. Diwada he deus graet he c’halon amañ, en noz tremenet, er mouchouer-mañ. Ha neuze ne vezi ket gouest da vont betek enni. Daouzek bleiz a viro ouzit da genta, goude eur ster hep pont na seurt, goude eun hent bras a zigoro, pa vezi en e greiz, hag a lonko ac’hanout. »
« Roit d’in, maouez, ar mouchouer emañ he gwad ennañ. »
« N’az pezo ket ! d’her gwalc’hi ez an. »
« Te, plac’h yaouank, ro anezañ d’in. »