Mont d’an endalc’had

Pajenn:Koñchennoù eus Bro ar Ster Aon.djvu/192

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
192
konchennou

a responto evidout, hag e-keit ha ma vezo ar c’hoñchennou o vont en-dro, ni a c’haloupo war-du da vro.

Graet eo kement-se, hag int en hent.

« Mab roue, » eme roue Traounienn-an-Ein, « deus amañ. »

« Setu. »

« Eus traon an diri aze, kont eun istor d’in. »

Hag ar wastellenn lakaet eno a zispleg eun dra gaer bennak.

« Pign, mab roue, ha displeg unan-all. »

An eil gwastellenn a gomz d’he zro, ha bravoc’h eget an hini genta.

« Deus betek toull va dor, ha kont c’hoaz. »

An deirvet gwastellenn a zo helavar meurbet. Mes da heul he c’homz diweza en deus ar roue eur gwall-zisaouzan :

« Mab roue Traon-ar-Ster ha merc’h roue Traonienn-an-Ein a zo e hanter hent da Vro Gerne… »

Kounnaret eo ar roue gant ar c’homzou-mañ, e c’hellit kredi, rak heñ a soñje sanka e gleze e kalon Arzur pa vije echu gantañ e deirvet kontadenn.

Hag heñ, pignat war gein e daro penn-foll, ha redek war o lerc’h .


« Ne welez seurt o tont ? » eme ar verc’h d’Arzur.

« Eo, da dad war an taro. »

Hag hi a duf (krañchat) war an douar, ha raktal eur mor a zo etrezo hag he zad.

A-benn eur pennad :

« Ne welez seurt o tont, Arzur ? »

« Eo, eur bern listri. »

Hag hi a daol eur maen war an douar, ha raktal eur voger a zo etrezo hag ar roue.

Manket eo ar roue war e daol, koll a rank, distrei a ra d’e vro. Arzur a ya da balez e dad gant merc’h roue Traonienn-an-Ein. He diskouez a ra d’e lezvamm :

« Setu amañ merc’h roue Traounienn-an-Ein. »

Hi ne c’hell ket respont : maro e oa. Penaos ne vije ket bet ? Ne c’helle dibri nemet dre graoenn eun nadoz.

Arzur a zimezas gant an hini e oa bet o klask. Eürus e voe…

Gras d’eoc’h da veza ivez.


Ar Bobl, c’houevrer, meurz 1906.