pleuñv anezañ. Ouspenn, rei a ra da Arzur kig, bara ha gwin, hag e lavar :
« Kenavo warc’hoaz. Abret e teuin da lakaat ar gwele-ze en-dro en e blas. »
Mintin mat, e gwirionez, e teuas. Planta a reas ar gwele e kof ar gazeg adarre. Hag hi :
« Gouzout a ran petra az pezo da ober hirio c’hoaz. Me her graio evel dec’h. Hag emberr, e-giz en neizour, e savin d’it eur gwele amañ. »
Hag Arzur d’al lenn-vor. Nec’het e vije bet evit tenna ar c’hastell eus ar strad, met merc’h ar roue ne zaleas ket da zont, hag hi da skei tri daol war an dour gant he dorn kleiz, ha kerkent ar c’hastell a zo en e sav. Hag hi kuit.
Diouz an abardaez, setu ar roue.
« Ma, » emezañ da Arzur, « eur micherour mat a zo ac’hanout. »
« Gwasoc’h eget an dra-ze am eus graet. »
« Kae da gousket. Warc’hoaz e livirin d’it petra da ober. »
Da hanternoz, merc’h ar roue a zo e-kichen Arzur.
« Diaes e vezo da labour feteiz, » emezi. « Va zad en deus eun taro penn-foll, bet lazet gantañ kement a glaskas tostaat outañ. Met dal amañ eur weskenn. Kerkent ha ma vezi er park, hej an nask-se hag an taro a zoujo d’it evel eun ounner doñv. »
Diouz ar mintin, Arzur d’ar roue :
« Petra ’rin hirio ? »
« Eun taro am eus du-ze er park. Digas anezañ amañ ha va merc’h a zo d’it. »
Hag Arzur d’ar park. Heja a ra an taok, hag an taro a voe sujet gantañ ha kaset d’ar roue.
« Kae da gousket er marchosi ! » eme hemañ, mezevellet o welout an taro doujus.
Hag heñ a ya d’e gambr o soñjal penaos dont a-benn eus Arzur.
E verc’h a ya da gavout hemañ.
« Va zad, » emezi, « a zo o klask an tu d’az laza. Met setu amañ teir gwastellenn, ha ganto e tiarbenni e gounnar. Gervel a ray ac’hanout, hep rei urz d’it da vont dirazañ. Laka unan eus ar re-mañ e-tal dor e gambr, an eil e hanter an diri, chom en traon tre. Pep hini anezo a zisplego eur gontadenn goude pep gourc’hemenn a ray va zad d’it. Int