Pajenn:Koñchennoù eus Bro ar Ster Aon.djvu/180

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
180
konchennou

Hag eeun hag eeun e c’hoarvez an traou e-giz-se.

« Bremañ, » eme ar roue, en eur rei an arc’h da verc’h mestr Maner ar Vran Zu, « dimezi a ri ganin ? »

« A-barz dimezi, e rankin kaout bizou va mamm-goz. E goueled eur feunteun, e liorz va zad, emañ. »

« Kae d’e gerc’hat, Tag, » eme ar roue.

Ha Tag hag e ebeul en hent. P’emaint e-kichen ar c’hastell, an ebeul en em dro e yar-zour da genta, e pesk da c’houde, hag a ya da dapout ar bizou. Rei a ra ar walenn da Dag, hag eun ebeul a zo anezañ adarre. Hag int da gavout ar roue.

« Petra ’ra diouer c’hoaz ? » eme Dag.

« N’ouzoun dare, » eme ar roue. « Mont a ran da welout. »

A-benn eur c’hrapad e teu en-dro hag e lavar :

« Tag, sav eun iliz er mor, hag eul leo diouz an aod. Neuze n’az pezo seurt ebet ken da ober ha da bae a vezo roet d’it, rak eur gwaz a zo ac’hanout. »

« Mat, aotrou roue, warc’hoaz e rin kement-se. »

Ha Tag a gont an dra-se d’an ebeul.

« Warc’hoaz, Tag, » emezañ, « emañ an devez diweza d’it da gaout poan hag anken. Pign warnoun : me a ray al labour. Ha goude-ze, e livirin d’it pe seurt da ober. »

Sevel war an ebeul a ra Tag, hag ez eo douget betek an aod, hag al loen d’ezañ :

« Tap eus va skouarn zehou eur maen ker bitous hag eur c’hreunenn draez, ha darc’haou anezañ en dour. »

Graet eo. Raktal setu eur pont, kaera hini a voe biskoaz, war an tarziou. Eul leo a ra an ebeul warnañ neuze, hag e sko gant e droad war ar vein. En eur par berr, setu eun iliz en he sav, o winta beg he zour betek an oabl.

« Deomp d’ar palez bremañ, » eme an ebeul. « Lavar d’ar roue eo graet al labour. Gourc’hemenn a ray d’it sternia ar c’hezeg hag o staga ouz e wetur vras. Arabat d’it ankounac’haat lakaat ac’hanoun outi ivez. »


Ha Tag d’ar roue :

« Graet eo al labour, va mestr. »

« Stern ar c’hezeg neuze. »

Ha Tag a stag anezo. Ne zisoñjas ket e ebeul, e c’hellit kredi. Ha dao war-du ar mor, ar roue ha merc’h Bran-Zu er wetur. Diskenn a reont o-daou e-tal ar pont, hag int kazel-