Mont d’an endalc’had

Pajenn:Koñchennoù eus Bro ar Ster Aon.djvu/181

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
181
tag hag an ebeul

ha-kazel warnañ. A-benn eur pennad, ar bennhêrez a ro eun taol skoaz d’ar roue hag her pil en dour, dreist ar vardell ha beuzet e voe.

An ebeul neuze a strink e sternaj diwar e dro, hag a zo eun den yaouank anezañ. Kazelia a ra ar plac’h yaouank, hag e pokont an eil egile. Eiz deiz goude e voent eureujet. Neuze, an hini a oa bet ebeul a lavaras da Dag perak e oa bet cheñchet stum d’ezañ. Me n’edon ket o selaou, ha setu perak n’ouzon ket. Gouzout a ran avat e roas ar roue nevez eur bern aour da Dag, hag e c’hoar, priñsez Gorrester, da bried.


Ar Bobl,
genver, c’houevrer 1906.