egile. Hag e laka eun azez da soñjal petra da ober ha penaos dont a-benn eus e labour. Kerkent, setu Skoaz-Wenn en e gichen, hag hi :
« Petra, Ael ger, a laka da benn ken teñval ? »
« Ar c’hoz kastell-mañ am eus da bilat d’an traon ha da stlepel er poull aze. »
« N’a ket d’en em chala gant kement-se. Dal amañ da genta peadra da zibri. »
Ael a gemer bara ha kig, ha me a lavar d’eoc’h n’eo ket sounnet e zent outañ. E-keit-se, Skoaz-Wenn a sko gant he baz vurzudus war ar c’hastell, hag hemañ a ra tourta-pennig el lenn.
« Arabat avat, » emezi da Ael, « lavarout grik d’am zad. »
« Da drugarekaat, va c’hoantiz. »
Hag hi kuit. Kuzet an heol, setu ar roue.
« M’eus aon eo graet al labour ? » emezañ.
« Ne oa ket diaes kennebeut. Ha neuze, n’eus forz petra a root d’in da ober, e vezin evitañ. »
Ar roue a soñj eo Ael galloudus bras.
« Warc’hoaz, » emezañ, « e tenni ar vein eus ar stank hag e savi en-dro ar c’hastell ganto. »
« Memes tra : a-barz kreizteiz am bezo echu. »
Hag ar roue d’e balez. Evel en derc’hent, e teu Skoaz-Wenn da gerc’hat Ael da gas d’he c’hambr…
Antronoz, setu ar roue :
« Poent eo kregi el labour : start e vezo. »
« Tra ’vat. Evit start ne vezo ket, ha buan e vezo graet. »
Eur pennad da c’houde, setu Skoaz-Wenn. Gourc’hemenn a ra d’ar vein dont er-maez eus al lenn. Senti a reont, ha setu, en eur par berr, ar c’hastell koz e-ratre. Hag int kuit… Ar roue, pa zeu, a wel eo graet al labour, ha soñjal a ra eo gouestoc’h Ael egetañ. Warc’hoaz avat, e lavar, e vezo diaesoc’h ar stal ! Hag heñ mont kuit. Hag Ael gant Skoaz-Wenn d’he c’hambr. Dibri mat a ra, ha koushet gwelloc’h c’hoaz.
Mintin mat antronoz, setu ar roue :
« Deus ganin betek ar stank a zo du-hont. Va maeronez, Doue d’he fardono ! he deus kollet he bizou ennañ. Klask anezañ a vezo da labour hirio. »
Bras eo ar stank : kant troadad dounder hag ugent leo tro.