Eun toull-mengleuz a zo en e greiz. Ha nec’het Ael an taol-mañ avat. Met, dizale, setu Skoaz-Wenn.
« Petra ac’h eus d’ober hirio ? » emezi.
« Klask bizou maeronez da dad. »
« Diaes eo da gavout. Va foan a lakain avat da dapout ar walenn, rak da vuhez a vezo kollet ma c’houitan warni. »
Hag hi war he fenn en dour, ha d’ar goueled. Raktal, setu moged, luc’hed ha kurun o tont eus an toull. An ifern, kredabl, a oa en tu-all d’ezañ.
A-benn eur pennad e tav an trouz ha setu Skoaz-Wenn.
« Bec’h am eus bet, » emezi. « An diaoulou holl a strinke traou ouzin ; met ar bizou a zo deuet ganin. Dal. »
« Te a zo gwazied va c’halon ! N’ac’h eus bet droug ebet ? »
« Nikun, nemet va biz bihan torret. An dra-ze n’eo netra. Ha neuze, chañs am bezo e-giz-se, rak, gouzout mat a rez, bremañ az pezo da zibab unan ac’hanomp hon-teir, merc’hed roue al Lec’h-Du. Ha peogwir eo torret biz bihan va dorn dehou, ec’h anavezi ac’hanoun aes tre. »
« Ya, ha te eo a gemerin. »
Diouz an noz, setu ar roue :
« Kavet eo ar bizou ganez ? »
« Kavet eo. Arme an ifern a oa o tiwall anezañ. Trec’het eo bet ganin : hag e vije bet seiz gwech brasoc’h e vije bet ivez. Me eo mab roue Poher, gouzout a rit ! »
« Ro anezañ d’in. »
« Ne roan ket avat. D’an hini a zibabin e-touez ho merc’hed eo a vezo. »
« Mat. Aze er gambr tosta emaint. Pep-hini anezo o-zeir a ya da dremen he dorn dehou dre zindan an or. An hini a lakaï ar walenn d’ezi a vezo da wreg. »
An diou verc’h hena a dremen ho dorn, met Ael ne laka ar bizou da hini anezo. Neuze, setu eun dorn-all, eur biz torret ennañ.
« Houmañ a vezo va gwreg, » eme Ael.
Hag Ael ha Skoaz-Wenn a dec’h kuit war gein ar mul a oa chomet da c’hortoz. Kas a ra Ael ar mul en-dro da vignon e dad. Eur pennad e tiskuiz eno, ha p’emañ o vont kuit, setu an erer, al labous bras en e gavout. Hag int warnañ. Digouezet er c’hoad, Ael a gav e varc’h, an hini en devoa bet al labous digantañ da rei da zibri d’e re vihan. hag