Pajenn:Koñchennoù eus Bro ar Ster Aon.djvu/173

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
173
ar prins ael ha roue al lec’h-du

« Disterik eo e-skoaz ar pez a c’hellan ober, mar karfen. »

« Ni a welo, » eme roue al Lec’h-Du. « Tri dra az pezo da gas da benn. Teir merc’h am eus, ha ma rez ar pez a roin d’it da ober, e c’helli kemerout unan anezo o zeir da bried. Ma c’houitez war unan hepken eus an tri dra, n’az pezo nemet ar maro da c’hedal… Naon ac’h eus ivez marteze ? Gwaz a ze d’it ! Amañ ne vez da zibri nemet eur wech bep sizun, ha dec’h edo an devez ganeomp. »

« N’eus forz, ne ran ket a foutre : ma a c’hell chom eur miz penn-da-benn war yun. »

« War-sav e c’hellez chom keit-all ? »

« Ya, evelkent. »

« Mat eo, rak eur gwele kalet az pezo fenoz. Deus ganin m’hen tiskouezin d’it. »

« Hola avat ! Klaoustre am boa graet d’ober ar pez a lavarjec’h d’in. Seurt ouspenn. Hogen, petra hor boa divizet ? Petra ho poa goulennet ? Klask ac’hanoc’h, ha netra ken. Kavet oc’h, ha graet va labour eta… Koulskoude, evit diskouez d’eoc’h petra oun ha petra ’c’hellan, e rin tri dra. »

« Deomp eta neuze. »

Ha roue al Lec’h-Du a gas Ael da gavout eur wezenn skalfek.

« Pign er skalf, » emezañ, « setu da wele. » Ael a sav er wezenn hag ar roue a ya kuit…


Deuet ar c’housked d’he zad, Skoaz-Wenn a zo e-kichen Ael, a lavar d’ezañ mont ganti d’he c’hambr, hag a ro eur gwele bouk d’ezañ. Eun tammig a-raok ma tihunas ar roue antronoz, e tougas Ael d’ar wezenn. Eur pennad goude, setu ar roue. Roc’hal a ra Ael, hag ar roue d’ezañ :

« Sav bremañ ma roin labour d’it. »

« Demat d’eoc’h, » eme Ael. « Na kousket c’houek am eus graet ! »

Hag e tiskenn.

« Yac’h hag ampart oun. Petra ’zo da ober ? »

Hag ar roue a gas anezañ e-tal eul lenn. War ar riblenn ez eus eur c’hoz kastell.

« Freuz ar c’hastell, » eme ar roue, « ha taol ar vein er stank. Ha ra vezo graet da labour a-barz ma vezo kuzet an heol ! »

Hag Ael a stag gant al labour pa ’z eo aet ar roue kuit. Met ne da ket buan gantañ : ar vein a so stag an eil ouz