Mont d’an endalc’had

Pajenn:Koñchennoù eus Bro ar Ster Aon.djvu/171

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
171
ar prins ael ha roue al lec’h-du

gant eur migon. Me a zo ret d’in mont da rei da zebri d’am re vihan. »

Hag Ael gant ar wenodenn a zo en dorn dehou d’ezañ. Prest emañ e-tal eun ti. Heñ e-barz. Eun den koz a zo azezet e korn an oaled, hag heñ da Ael :

« Deuet mat ra vezi, mab roue Poher. »

« N’anavezan ket ac’hanoc’h, » eme Ael.

« Me ’m eus anavezet mat da dad koz a oa d’az oad heñvel beo ouzit. Laka eun azez. Naon ac’h eus, kredabl. »

« Gwir eo. »

An den koz a sko neuze e zaouarn an eil ouz egile, ha setu daou vevel o tont da lakaat kig ha bara war an daol.

« Debr, Ael, debr da walc’h, » eme an den koz.

« Ho trugarekaat, tad koz, « eme Ael.

« O vont da glask roue al Lec’h-Du emaout, a gav d’in. Me a ya da duriat va levriou e-keit ha ma vezi o kousket, ha marteze e livirin d’it warc’hoaz-vintin pelec’h emañ o chom. »


Antronoz, an den koz da Ael :

« Hir eo an hent. Pemp kant leo a ranki ober a-barz kreizteiz. »

« Biken ne c’hellin ober kement-se. »

« Gouzout a rez mont war varc’h ? »

« Deuet e oa unan ganin ; met roet em eus anezañ evit sikour eul labous da rei da zibri d’e re vihan. »

« Mat ac’h eus graet. Me a roio eul loen d’it hag a ray pemp kant leo a-raok dek eur. »

« Bennoz Doue ra gouezo puilh warnoc’h ! »

« Setu al loen amañ. Eur mul eo. Pign warnañ. Na grog tamm er c’habestr. Lez-heñ da vont d’al lec’h ma plijo gantañ : da gas a ray en hent mat… Pa chomo a-sav, sav da benn ha sell en nec’h. Gwelout a ri tri alarc’h ker gwen hag an erc’h. An tri alarc’h-se a zo merc’hed da roue al Lec’h-Du. Gant unan anezo e weli, en he beg, eur seizenn liou gwer. Hounnez eo ar yaouanka, hag hi hebken a c’hello kas ac’hanout da balez he zad. Pa chomo ar mul a-sav, e vezi e-tal eul lenn. An tri alarc’h a ziskenno neuze hag en em droio e teir blac’h yaouank, ha mont a raint da neui el lenn. Sell mat out ar seizenn wer ha, pa vezo ar merc’hed en dour, dilamm buan, tap ar seizenn ha mir anezi ganez. Kae neuze da guzat ha, pa zeuio ar plac’hed e-maez al lenn, diou anezo