Pajenn:Koñchennoù eus Bro ar Ster Aon.djvu/172

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
172
konchennou

a vezo daou alarc’h adarre hag a yelo kuit. Ar yaouanka a lavaro neuze :

« Me a raio n’eus forz petra evit an hini a zigaso va seizenn wer d’in. »

Kae d’he c’havout neuze, ha lavar d’ezi e fell d’it beza kaset da di he zad, hag ez out mab roue galloudus Poher. »

Ober a eure Ael a-boent-da-boent ar pez a oa bet merket d’ezañ gant an den koz. En eur rei ar seizenn da verc’h roue al Lec’h-Du, e lavaras d’ezi :

« Me eo Ael, mab roue galloudus Poher. Kas ac’hanoun da gavout da dad ; pell ’zo emaoun ouz e glask. »

« Mar karez, Ael, e rin eun dra-all evidout ? »

« Tra ken. Kas ac’hanoun d’az tad. »

« Diskouez an ti d’it a vezo a-walc’h, neketa ? »

« Memes tra. »

« Bremañ avat, na lavar ket d’am zad eo me eo am eus da zigaset, ha me a garo ac’hanout hag a ray vad d’it. »

« Doue d’az pennigo ! Pe ano ac’h eus ? Me a zo o vont d’hen lakaat doun em c’halon. »

« Skoaz-Wenn eo va ano. »

« Bravat ano ! Me da gar, Skoaz-Wenn. »

« Mat. Na lavar grik d’am zad neuze, ha diskouez d’ezañ ez out galloudus war an traou. »

« E-giz ma lavarez a rin. »

Hag hi, aet da alarc’h, a zoug anezañ dreist al lenn, ha pell-pell en tu-all c’hoaz. Neuze ez eus eun ti bras dirazo.

« Gwelout a rez ar maner-se, Ael ? » emezi. « Palez va zad eo. Kae d’e gavout. Ha yec’hed mat d’it. Pa ’z pezo ezomm eus eun dra bennak, eur sikour, me a vezo en da gichen. Kenavo. Da gavout va diou c’hoar a rankan mont. »


Ael a bok d’ezi, hag hi a ya kuit, hag heñ war-du ar c’hastell. Gwelout a ra eno an hini koz e-vleo-liou-d’al-ludu a oa bet o c’hoari ’r c’hartou hag o c’hoari baz-dotu outañ.

« Salud d’eoc’h, aotrou tad koz, » eme Ael. « Setu me, deuet d’ho pro. Kavet em eus ac’hanoc’h. »

« Ya avat, hag a-barz bloaz c’hoaz. Pegeit ’zo out aet eus ar gêr ? »

« Er mintin-mañ, p’edon o tont eus va gwele, em eus gwelet ar ganevedenn. Lamma warni a-c’haoliad am eus graet, hag oun bet lakaet ganti amañ e-kichen. »

« Eun taol kaer ac’h eus graet aze. »