Pajenn:Koñchennoù eus Bro ar Ster Aon.djvu/170

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
170
konchennou

Teñval eo Ael o vont d’ar gêr, e c’hellit kredi…


En deiz-se, diouz an abardaez, e welas ar roue e oa eur bod-spern e-kreiz tal e vab. Ha pa oa aet hemañ d’e wele, ar roue hag e dud a glevas anezañ o klemm dre e gousk hag oc’h alteri. Poan en devoa bet ar roue o welout eur penn-gavr war ziouskoaz a wreg. Seiz gwech muioc’h avat e c’houzañvas pa lavaras Ael d’ezañ petra a ranke da ober : klask roue al Lec’h-Du.

Hag ar roue a c’halv ar Fur bag a c’houlenn outañ :

« Pelec’h emañ roue al Lec’h-Du o chom » »

« N’oun ket evit lavarout d’eoc’h, aotrou roue, met ker sur ha tra, mervel a ray ho mab a-benn bloaz amañ ma n’her c’hav ket…

Hag Ael en hent war gein e varc’h. Bale a ra a-hed an deiz ha, diouz an noz, e tigouez gant eur c’hoad bras. Mont a ra ennañ, o soñjal kavout goudor eno da dremen an noz. Digeri a ra e val da zibri eun tamm bennak, rak du eo gant an naon ha brevet gant ar skuiz ma ’z eo. Kerkent setu eur pez labous dirazañ.

« Bez dispont, Ael ! » emezañ. « Gouzout a ran out mab da rout Poher. Eur mignon d’in eo da dad, ha ma roez da varc’h d’in da rei da zibri d’am re vihan a zo dare da vervel gant an naon, e tougin ac’hanout war va c’hein pelloc’h eget ma rafe da varc’h, ha lakaat a rin ac’hanout, marteze, war roudou roue al Lec’h-Du. »

« Kemerout a c’hellez va marc’h. Poan a ra d’in, koulskoude, kimiadi dioutañ. »

« Mat eo. Warc’hoaz-vintin e vezin amañ a-benn sav-heol, pare d’az kas. »

Digeri a ra al labous eur pez genou, hag e kas al loen gantañ, evel ma toug eur pintig eur vuzugenn. Hag Ael a zebr e goan hag a gousk c’houek. A-barz ma tihun, emañ al labous eno.

« Ael, » emezañ, « poent eo d’it finval ha sevel. An hent a zo hir. Samm da sac’h, ha sav war va c’hein. »

Hag int en hent dre wenodennou plaen an aer. Betek an noz e nij al labous ; treuzi a ra krec’hennou, traoniennou, lagennou, ar mor bras, hag e tiskenn en eul lec’h gouez. Eno e lavar da Ael :

« Kemer an hent war an dorn dehou. Dizale a tigouezi