siouaz ! rak krouadurien vat e vezent peurvuia, nemet pa veze graet droug d’ezo…
Hag ar spes eta a zo fri-ouz-fri gant Kuñv, met lavarout a reas :
« Bez dinec’h, Kuñv, droug ebet ne rin d’it. Deus ganin da welout ar c’horriganed o c’hoari ar vell war dosenn an Troc’h-Yalc’h. »
Hag ar spes a dap Kuñv dre e zaouarn hag her samm war e gein : hag en hent. Digouezet en Troc’h-Yalc’h, hen laka war ar brug.
Diou vandennad korriganed a zo eno : re C’hoezeg ha re Laz ; hag int a c’hoari avat. C’hoarzin a ra Kuñv ouz ho gwelout, c’hoarzin leiz e c’henou. A-benn ar fin, rouanez korriganed Goezeg a lavar :
« Ha ! Spes ar Gwez, gant piou eo aet al lore ? »
« Gant bandennad Goezeg. »
« Gaou a leverez ! » eme rouanez Laz. « Stourm a raimp adarre hag e weli ! »
Neuze avat ez eus c’hoari, ha c’hoari da vat, eur gwir emgann. Pennou a zo faoutet, korfou drailhet, ha poulladou-goad a red. Skuiz, emichañs, e lavar re Laz :
« A-walc’h ! ar gounid a zo d’eoc’h ! A-benn kala-mae e stourmimp adarre. »
Ha Spes ar Gwez neuze :
« Mat ! Paeit bremañ an den beo a zo amañ rak, ma ne vije ket deuet, n’ho pije ket gellet stourm. »
« Gwir eo, » eme Rouanez Goezeg o rei eur yalc’had-aour da Guñv.
« Ker brokus hag hi e vezin, » eme Rouanez Laz, o rei eur yalc’had-aour ivez da Guñv.
Ha dao ! an diou vandenn a ya d’ar gêr, pep hini d’he c’horn-bro, darn da dal eur poull da waska liñseriou, darn-all da gichen eur feunteun da griba o bleo melen…
Spes ar Wezenn a lavar neuze :
« Alo ! Kuñv, setu te pinvidik-mor bremañ. Petra a vank d’it c’hoaz ? »
« Va merc’h a zo dall. Me ’garfe e welfe sklaer. »
« N’eo ket diaes, Kuñv. Eur vodenn-spern a zo war vez da vamm. Kemer eun draen anezi, ha toull ar gor a zo e lagad da verc’h, ha raktal e welo sklaer. Na lavar grik da zen, avat, pe e vezo dall adarre. »
« O ! ne livirin ket, neuze. »