Pajenn:Koñchennoù eus Bro ar Ster Aon.djvu/158

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
158
konchennou

devez, ar mor a goeñvas, an tarziou a gounnaras hag a gasas ar vatimant d’ar strad, ha Bad kaez a voe beuzet.


Dell, aet diouz e du, a zigouezas gant ar memes maouez koz o devoa kavet e vreudeur.

« Doue d’ho pennigo, mab, » emezi.

« Ha c’houi ivez, moereb. »

« An aluzen, en an’ Doue. »

« Dalit, » eme Zell, o rei eur pez aour d’ezi.

« Bennoz Doue, Dellig. Ha selaou a reot eun ali diganin ? »

« Ya, ha laouen c’hoaz. »

« Mat. Diwallit da rei reunenn ebet, nag eus lost nag eus moue ho loen, ken a viot o tistrei eus ar Spagn. Ma roit unan hepken e viot kollet, e vezo graet ganeoc’h hag al labour aour a chomo e-lec’h m’emañ. »

« Ho trugarekaat eus a-greiz va c’halon. Dalit eur pez aour-all. »

« Mat eo ho kalon, mab. Ma rit ar pez am eus lavaret e teuio ho tro da vat ganeoc’h. Gouzout a rit n’eo ket eur gwir labous eo al labous aour : eur plac’h yaouank sorset ne lavaran ket. Pa zigouezot en e gastell, tennit eus ho kodell ar voest vihan-mañ a roan d’eoc’h, ha taolit al ludu a zo enni warnañ. Lezit ar voest digor, hag al labous aour deuet da veza eul laouenaning a nijo enni. Serrit warnañ neuze ha deuit amañ d’am c’havout ha me a lavaro d’eoc’h petra da ober… Ho pezit soñj avat da virout en o flas reun ho loen-kezeg, pe e vezo echu ganeoc’h prestik… »

Dell a ziskennas e kement ti a oa bet e zaou vreur enno araozañ. Ne roas reunenn ebet avat ha ne c’hoarvezas droug ebet gantañ. Hag e tigouezas er Spagn.

Tri devez e chomas e-tal dor ar c’hastell hep gallout mont tre, rak morailhet mat e oa.

D’an trede devez, diouz an abardaez, setu al labous o vont da bourmen en e wetur, eur wetur aour eveltañ. Dell a dosta outañ hag a stlap al ludu warnezañ. Raktal, al labous bras aour a zeu da veza eul laouenanig hag a ya er voest chomet digor.

Serri a ra Dell warnezañ, pignat war e varc’h, hag en hent.

Buanoc’h eget avel veurz ez a al loen ha Dell a zo dizale e-kichen ar baourez koz.