Pajenn:Koñchennoù eus Bro ar Ster Aon.djvu/157

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
157
al labous aour

« Lojeiz a gavin amañ ? » emezañ.

« Ya, ya, evit netra c’hoaz, nemet rei a reot teir reunenn eus lost ho marc’h d’in. »

« A galon vat, ha kant mar karit. »

Ha roet ez eus da zebri ha da eva d’ezañ. Goudeze, setu mestrez an ti, eur plac’h koz, da lavarout :

« Da belec’h emaoc’h o vont ? »

« D’ar Spagn da glask eul labous aour a zo eno o chom en eur c’hastell kaer, war lein eur menez sounn. Ma c’hellan kaout anezañ, va zad a lakay ac’hanoun da roue war e lerc’h. »

« Hañ ! da glask al labous aour milliget-se eo ez ez ? Va mab-me a zo aet gantañ, ha n’em bezo anezañ ken am bezo kement a reun eus lostou kezeg hag a zo a bleuñvenn war benn al labous. Hogen, ar pleuñv-se a gresk bep miz re nevez warnañ ! siouaz ! »

« Kemerit reun eus lost va marc’h kement ha ma karot. »

« Teir reunenn hepken a c’hellan da gemerout digant pep-hini… Al labous-se a zo taer. Gwelloc’h e vefe d’it chom hep mont. »

« Lavaret em eus digas anezañ d’am zad pe mervel. »

« E-giz ma plijo ganeoc’h. Kit da gousket bremañ : faez oc’h emichañs. »

« Eun tammig bihan met an dra-ze ne ra seurt. »

Mintin mat, antronoz, e sav Ac’h. Rei a ra teir reunenn d’ar wreg, hag en hent pell ’zo. En deiz-se e c’hoarvez evel en derc’hent gantañ : mont a ra, pa ’z eo an noz anezi, en eun ti da loja hag e ro teir reunenn. Meur a wech e ra kement-all, kement ha ken alies ma ’z eo direunet lost e varc’h. Ar c’helien-mors a c’hoarz o gwalc’h neuze diwar-benn e loen-kezeg, hag a sun anezañ, na petra ’ta ? Hag ar Marc’h-e-lost-direun e voe lesanvet gant an holl.

Digouezet en aod, e chom Ac’h da ziskuiza en eun ti bihan… Met e-pad an noz, al laeron-vor a zeuas hag a gasas anezañ ganto. Brezel o devoa neuze, hag e-pad an emgann, Ac’h a voe lazet gant eur boled en e benn…


Ne dalv ket d’in displega kement a c’hoarvezas gant Bad, rak ober a eure evel e vreur d’an hini goz, ha rei reun eus lost e varc’h e kement ti ma tiskennas. Digouzet en aod, e paeas tud eur vag d’her c’has d’ar Spagn. Met a-benn tri