Mont d’an endalc’had

Pajenn:Koñchennoù eus Bro ar Ster Aon.djvu/159

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
159
al labous aour

« Deuet mat ra viot, Dell, » emezi.

« Bennoz d’eoc’h, moereb. Al laouenanig a zo ganin. »

« Diskouezit anezañ d’in : pell ’zo n’em eus ket e welet. »

Digeri a ra Dell ar voest. Er-maez anezi e lamm, n’eo ket eul laouenanig, met ar plac’h koanta a voe biskoaz er bed.

« O ! va merc’h ker ! » eme ar vaouez koz o pokat d’ar plac’h yaouank. « Keit-all ’zo n’em eus ket da welet ! Ha, paneve d’ar paotr mat-mañ, e vijes labous aour c’hoaz. D’ezañ e vezi ma fell d’ezañ. »

« Hag e fell d’in, moereb… va mamm bremañ. Gwelloc’h e kavan kaout anezi eget holl vadou ar bed… Met diskouez a c’hellin anezi d’am zad dindan furm al labous aour, evit ma kredo eo heñ eo, ha ma vezo d’in e rouantelez ? »

« Memes tra, va mab. Disorset eo bremañ avat… Ha kendalc’hit, Dell ker, d’ober vad war hoc’h hent. Kasit ho kwreg ganeoc’h. Evidoun-me, me a ya da gavout va c’herent koz d’ar bez. Kenavezo ! Ha Doue ra vezo ganeoc’h ! »

Hag ar vaouez koz a ya kuit a zirazo, goude rei bep a dri bok tener d’ezo. Ha Dell a gerz war-du Bro-Ac’h gant e wreg muia-karet. Eur groaz a ra war ar maen-hir, er park e-tal an hent, e-lec’h ma oa aet e zaou vreur hag heñ pep-hini diouz e du. Ober a c’helle eur groaz, rak yac’h hag ampart e oa, ha deuet da vat e dro gantañ.

Ar roue a oa o pourmen en e liorz, o leñva d’e avalou, pa welas Dell o tont. Redek a reas war-du ennañ hag e pokas d’ezañ oc’h e starda, endra ’c’helle war e galon. Ken laouen e oa ma chomas eur pennad hep gellout lavarout grik.

« Deuet mat ra vezi, va mab ker, » emezañ a-benn ar fin. « Piou eo ar plac’h a zo ganez ? »

« Va gwreg eo, va zad : al labous aour. »

« Heñ eo, » eme ar Fur a oa eno d’an ampoent. « Dell a zo deuet a-benn eus e daol. Ac’h ha Bad, avat, a zo maro : an hini kenta lazet gant al laeron-vor, egile bet beuzet e-kreiz an arne spontus war ar mor dirollet. »

« N’eus forz, » eme ar roue. « Dell a oa ar gwella hag ar fura eus va zri mab. Heñ, eta, eo a vezo roue war va lerc’h. »

En noz-se, ar roue a welas gwreg Dell dindan stumm al labous aour. Ha c’hoarzin a eure kement, o welout e zaoulagad bras evel al loar hag e bleuñv melen skedus evel an heol, ma varvas mik eno.