Mont d’an endalc’had

Pajenn:Koñchennoù eus Bro ar Ster Aon.djvu/151

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
151
magetpell

« Ho preur, roue Gorre-ar-Ster, va mestr, a zigas ac’hanoun davedoc’h da gerc’hat dek mil lur ed. »

« Er solier aze emaint. Kemer a pez a gari, ha gra va gourc’hemennou d’am breur. »

Hag ar gazeg el limon, ha karga ar c’harr. Ne oa ket mil lur ennañ pa rannas kein al loen dre an hanter.

« Dal ! » eme Vagetpell.

Ar c’harr ivez a vrevas. Ha Magetpell a daolas an ed er solier en-dro, hag heñ d’al lenn. Kement fun a oa ouz al listri a yeas gantañ. Hag heñ neuze toulla dindan ar c’hrañch, tremen ar c’herdin dre an toullou, skoulma mat anezo, ha dao ar c’hrañch a zo war e chouk. Hag heñ ha skampa avat, dre ar c’hrec’hennou hag an izelennou, ken a zigouezas e Gorre-ar-Ster.

Mintin mat, antronoz, ar roue a oa o sellout dre doull e brenestr, ha petra ’welas ? Grignol e vreur !

« Va ene a vezo d’an diaoul, » emezañ, « ma ’z eus gouestoc’h den eget Magetpell ! »

Hag heñ a ziskenn neuze :

« Ac’hanta, Magetpell ? » emezañ, « deuet eo an dek mil lur ed ganez ? »

« Deuet int. Ar gazeg koz avat a zo krevet. »

Hag e tispleg e damm tro d’ar roue. Boemet e chom hemañ ouz e glevout.

« Biskoaz kement-all ! » emezañ.

Hag heñ mont da gavout e sorser :

« Ma ne lavarez ket petra n’eo ket Magetpell evit ober, e troc’hin da benn ouzit. »

« Roit d’ezañ da gredi, » eme ar sorser, « hoc’h eus eur breur en ifern hag e vefec’h laouen o welout anezañ. Livirit da Vagetpell mont d’e gerc’hat ha digas anezañ d’ho kêr. Pa vezo en ifern, ne zeuio ken er-maez ! »

Hag ar roue da Vagetpell :

« Eur breur d’in a zo en ifern, ha c’hoant am eus da savarat eun tammig gantañ. Kae da glask anezañ d’in eta. »

« Mat, Aotrou Roue, met penaos ec’h anavezin-me ho preur e-touez kement-all a dud a zo eno ? »

« Eun dant marc’h en deus. »

Ha Magetpell a ya en hent. Prestik e tigouez e toull unan eus doriou an ifern. Digor bras eo, e-giz ma vez atao an hini genta. N’eus den ebet eno. Ha Magetpell larkoc’h. Eun nor-all a gav hag e tarc’h warni gant e vaz, kement ha kement