Mont d’an endalc’had

Pajenn:Koñchennoù eus Bro ar Ster Aon.djvu/145

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
145
FILHOR MESTR AR BURZUDOU

« An taok war ar marc’had ne vefe ket re koulskoude. »

Ha Mestr ar Burzudou kuit. Hag an tad ivez. Dizale setu ar mab :

« Gounezet hon eus betek-hen. Foar a zo warc’hoaz adarre ha mont a zo ret. »

Raktal pa ’z eo aet ar mab da loen, setu ar Mestr :

« Pegement an aneval ? »

« Tri c’hant skoed. »

« Dalit. »

Hag e tap krog er brid a-raok m’en deus amzer an denjentil da lavarout na ro ket ar c’habestr.

Gedal e vab a ra an denjentil goude ar foar. Gortoz a c’hellas. E baotr ne zeuas ket.

« Kollet eo va mab da vat an taol-mañ, » emezañ, eur bod-spern e-kreiz e dal. « Biken ken ne welin anezañ, sur ! Allas Doue ! »

Mestr ar Burzudou a yeas d’e gêr, mab an aotrou gantañ, hag a bep seurt a reas d’ezañ. Stag e veze atao, morse ne c’helle mont er-maez, bazatet e veze a-wechou.

Eun devez, ar Mestr a yeas da c’haloupat bro, e zaouzek breur gantañ. Mab an aotrou avat a oa staget berr ha berr.

Aet an dud kuit, ne chome eno nemet merc’h ar Mestr.

« Plac’hig, va c’harantez, » eme ar filhor, « ro d’in eur banne dour, en an’ Doue. »

« A rofen a-walc’h, » eme houmañ, « Met ma tigouez va zad warnoun, e lazo ac’hanout krak ha krenn. »

« Ne ouezo seurt. Pell eo aet da vale. Ha neuze, pa c’hellin, me a zimezo ganez, rak karout a ran ac’hanout. »

« Ha me ivez a gar ac’hanout. »

Hag e ro dour d’ezañ. Heñ avat, adal m’emañ stok e vuzellou ouz an dour, a ya da silienn. Hag e lavar d’ar verc’h :

« Taol ac’hanoun er ster a red aze e-kichen. »

Hag e kerz war-du ar gêr.

Pa ’z eo distroet Mestr ar Burzudou, e ya hemañ da welout e filhor. Kavout a ra ar c’habestr ; den ebet avat. Hag heñ d’e verc’h :

« Penaos eo aet ar paotr kuit ? »

« N’ouzon dare, tad. »

« Nac’h eus roet seurt d’ezañ ? »

« Eo, eur banne dour. »

« Evet en deus betek ar berad diweza ? »