Pajenn:Koñchennoù eus Bro ar Ster Aon.djvu/146

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
146
KONCHENNOU

« N’eus ket. Tañva hepken en deus graet. »

« Ha pelec’h ac’h eus stlapet ar pez a chome ? »

« Er ster aze. »

« Mat. Ar paotr a zo aet da silienn neuze. Tapet e vezo memes tra !… Pare oc’h ? » emezañ d’e vreudeur.

Hag ar re-mañ a yeas da zaouzek ki-dour, hag int da redek war-lerc’h ar silienn. Edont o vont d’he faka hag hi neuze da labous, ha sevel en aer, buana ma c’hellas.

An daouzek a yeas da sparfilli, ar Mestr da skoul, ha dao war-lerc’h al labousig, eun alc’houeder anezañ.

« Echu eo ganin ! » a hirvoud hemañ. « Tapet e vezin, siouaz ! »

Hag e welas, a-iz d’ezañ, eur vaouez o nizat ed-du. Hag heñ mont da c’hreunen.

An daouzek a ziskennas ivez.

« Emañ d’eomp, » eme ar Mestr, « Me a vezo eur c’hog, ha c’houi daouzek yar. Ha debromp avat hag e lonkimp anezañ. »

Ar vaouez a voe spontet o welout eun dousen yer war he ed en eun taol-kont, hag a dec’has kuit.

Krena a rae ar paour-kaez mab ; debret ne voe ket, rak kuzat a c’hellas dindan eur maen.

Aet e oa kement greunenn ganto, a soñje an daouzek hag ar Mestr a oa reut o c’hof, ken reut ma ne c’hellent finval ken.

« Kouskomp eur c’hrapad, » eme ar Mestr. « E unan-bennak ac’hanomp emañ ha tec’hout ne ray na dre ar penn-mañ na dre ar penn-all. »

Hag int ha kregi da roc’hal.

E-keit-se, ar mab a sav, a ya da louarn hag a we o gouzoug d’ezo.

Neuze ez a war eeun da di ar Mestr, e timez gant merc’h hemañ hag e tistro ganti da gavout e dad, hag eürus an eürusa e voent.


Ar Bobl,
here, du 1905.