« N’em boa ket graet marc’had ivez » eme ar Mestr, « Met pa ’z oc’h deuet a geit-all, e roin anezañ d’eoc’h gant ma tibabot anezañ. »
Hag ar Mestr a gas an denjentil betek eur gambr a oa trizek koulm enni.
« Choazit en o zouez an hini a zo ho mab, ha ma tigouez ho mab beza an hini a zibabot, e yelo ganeoc’h. »
Dibri greun a ra ar c’houlmed. Unan hepken a zeu hag a ya o rei taoliou beg d’ar re-all. Hag houmañ, evel just, eo an hini goulennet gant an tad.
« Ho mab eo, » eme ar Mestr. « Kasit anezañ ganeoc’h. Eur paotr gouest eo bremañ, m’hen tou war va le. »
Antronoz, mintin mat, an denjentil hag e vab a ya en hent.
War-dro unnek eur e tigouezont en eur gêr vras. Foar a zo eno. Hag ar mab neuze :
« Tad, prenit eur c’habestr evidoun. Ar Mestr a red war va lerc’h. Met me a gemero stumm eul loen-kezeg. Prena a raio ac’hanoun diganeoc’h. Roit ac’hanoun d’ezañ hep nec’hamant. Mirit ar c’habestr ganeoc’h avat ha neuze e c’hellin dont en-dro d’ho kavout. Arabat e vezo d’eoc’h disoñjal derc’hel ar c’habestr. »
Ha setu ar mab aet da varc’h. E dad a laka ar c’habestr d’ezañ neuze, hag a gas anezañ da blas ar c’hezeg. Prestik setu Mestr ar Burzudou. Hag heñ d’an denjentil :
« Pegement ho loen ? »
« Kant skoed. »
« Graet ar marc’had. »
N’eus forz pegement e vije goulennet digantañ en divije roet evit kaout mab an aotrou adarre.
« Mat, » eme an tad ; « al likol avat a chomo ganin. »
« Rei a dlefec’h anezañ war ar marc’had. »
« Ar marc’h hepken. »
Hag ar Mestr kuit, al loen-kezeg gantañ. An denjentil, teñval eun tamm e benn, a ya etrezek ar gêr. Bec’h d’ezañ beza graet eur c’hard-eur bale, emañ e vab en e gichen.
« Tad, » emezañ, « foar a zo warc’hoaz e lec’h-mañ-lec’h. Grit e-giz hirio ma fell d’eoc’h kaout ac’hanoun : va gwerzit ha mirit ar c’habestr. »
Kerkent emañ Mestr ar Burzudou er marc’hallac’h.
« Pegement al loen ? » emezañ.
« Daou c’hant skoed, hep ar westegn. »