Mont d’an endalc’had

Pajenn:Koñchennoù eus Bro ar Ster Aon.djvu/143

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
143
FILHOR MESTR AR BURZUDOU

« A rin. »

Bloaz goude, deiz evit deiz, an denjentil o gwelas o tont war gavout e vaner. Gant levenez o digemeras, ha friko e-leiz a reas d’ezo. C’hoari a voe war-lerc’h koan, hag ar filhor a oa gouestoc’h eget an daouzek breur. Ne oa den war ar bed evit gouren outañ nemet ar Mestr e-unan.

Hag an denjentil neuze :

« N’eus nikun ac’hanoc’h trec’h d’am mab. Na fouge a zo ennoun ! »

« E c’hell beza, » eme ar Mestr. « N’eus nemedoun ha n’eo ket ho mab gouest d’in. Hogen, lezit anezañ eur bloavez-all ganin c’hoaz, hag e ouezo kement hag a ouzon-me va-unan. »

« E feiz, leuskel a rin anezañ ganeoc’h. »

An dro-mañ, an denjentil a zisoñjas lavarout : gant ma tigasot anezañ a-benn bloaz.

Bloaz goude, an aotrou a oa, war voger ledan e vaner, o sellout gant lunedou hirwel. Met kaer en devoe gedal, ne zeuas ket e vab en deiz-se, na Mestr ar Burzudou kennebeut. Ankeniet e voe an tad, e c’hellit kredi, hag heñ neuze :

« N’eus forz pelec’h emañ va mab, me a ranko e gavout. »

Hag ez eas en hent. Tri devez ha teir nozvez e kerzas. Hag e tigouezas neuze e-kichen eun ti bras-bras, ha dirak an ti e oa trizek den o c’hoari ar vell. Unan anezo a zalc’he penn d’an daouzek-all. Heñ tostaat outo, hag ec’h anavezas e vab karet : heñ eo a oa trec’h d’ar re-all.

« Tad kaez, » emezañ, « kollet oun evidoc’h ! N’ho poa ket graet mat an traou gant ar Mestr ; n’ho poa ket lavaret d’ezañ, evel en troiou kenta, digas ac’hanoun en-dro d’ar gêr. »

« Kement-se a zo gwir. » eme an tad.

« Met, va zad, setu amañ penaos e c’hellot kaout ac’hanoun. Pa ouezo ar Mestr ez oc’h deuet da gerc’hat ac’hanoun, e raio koulmed ac’hanomp hon-trizek hag e lavaro d’eoc’h va dibab e-touez ar c’houlmed. Ed-du a roio d’eomp da zibri ; ar re-all a zebro, me ne rin ket avat, met kanna a rin anezo gant va beg. Neuze c’houi a lavaro eo me eo a yelo ganeoc’h, ha lezet e vezin da vont. »

Hag ar mab a ya kuit diouz e dad. Hemañ a ya neuze da gavout Mestr ar Burzudou. Digemer laouen a zo graet d’ezañ. Goulenn a ra kelou eus e vab, hag e lavar eo deuet da gerc’hat anezañ peogwir n’eo ket digaset d’ezañ en-dro.