Mont d’an endalc’had

Pajenn:Koñchennoù eus Bro ar Ster Aon.djvu/140

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
140
konchennou

karez. Me a zo o vont da laza ac’hanout, ha truez n’am bezo tamm ! »

« Mont a ran ganez, » eme Yann. « Koulskoude, bez paotr mat eur wech ivez ; ro amzer d’in betek warc’hoaz. Te a gav d’it na gavin ket diaes kuitaat va gwreg ? Lez ac’hanoun eur pennadig devez ganti c’hoaz ! Neuze avat ez in dichipot ganez. »

« Lampon a zo ac’hanout ! Dioustu e teuï ganin, ha n’eo ket warc’hoaz eo ! Mall am eus da rosta da beñsou eun tammig bihan d’it ! da baea ac’hanout ivez evit da drubarderez. »

« Me, trubard ? Onestoc’h egedoun n’eus ket. Ha mont a ran neuze. Tap eun aval d’in, da vihana, m’am bezo eun tamm nerz d’ober hent. »

« Memes tra, » eme an diaoul.

Ya met an diaoul eo a zo tiet : n’eo ket evit diskregi diouz ar wezenn. Seiz vloaz e chomas eno, ha chomet e vije c’hoaz m’en divije lakaet Yann eun tammig bihan muioc’h a evez. Eun devez ez eas d’al liorz da zastum koad sec’h evit e Janed. Ha petra ’reas ? Diskolpa ar skoultr faoutet, distaga anezañ diouz ar wezenn. Hag an diaoul a voe dishual adarre. Hag heñ raktal :

« Bremañ avat, Yann, gra da bedenn ziweza ; emaout o vont dioustu ganin. »

« Memes tra. Mar karit, koulskoude, ec’h evimp bep a vanne a-raok, »

« An dra-ze a ray vad. Kraz a-walc’h eo va c’horzailhenn, keit-all ’zo n’em eus bet beradenn ebet. »

Hag int en ti. Janed ne oar ket piou a zo deuet gant he fried ; rak an diaoul ne c’helle beza gwelet nemet gant Yann hepken. Goullonderet (goulloet) ar voutailh, an diaoul a zo o vont da lammat ouz gouzoug Yann.

« Hep ! Hola ! » eme Yann. « Kae er voutailh bremañ pa ’z out ken dizonest-all. »


…Seiz vloaz da c’houde, Janed a gouezas klañv gant ar boan-vugale. Eur paotr he devoe. Met ezomm a voe da gaout eur voutailh da lakaat n’ouzon dare pe seurt louzou eviti. Ha just e voe kemeret ar voutailh edo an diaoul enni. Distanket warnañ, hemañ a voe mall gantañ tec’hout hep lavarout tamm kenavo da zen.

Eur paeron a ranke Yann da gaout ivez, evel just. Hag