Pajenn:Koñchennoù eus Bro ar Ster Aon.djvu/141

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
141
yann an alc’houezer

heñ da glask unan. Met eun den leal a felle d’ezañ. Kenta hini a zigouezas gantañ a oa Doue.

« Bennoz d’it, Yann, » emezañ.

« Ha d’eoc’h, aotrou. »

« Da belec’h ez ez e-giz-se ? »

« Da glask eur paeron d’am mab ez an, aotrou. »

« Mar karez me a yelo. »

« Ha piou oc’h-c’houi ? aotrou. »

« An Aotrou Doue. »

« Neuze, ne viot ket paeron d’am mab, rak c’houi n’oc’h tamm leal ebet : da lod e roit a bep seurt poaniou ha da lod poan ebet. Kenavo. »

Eur pennad da c’houde, Yann a welas eun den, tamm kig ebet war e eskern.

« Salut d’it, Yann, » emezañ.

« Ha d’it. Piou out ? Treut out da vihana. »

« N’eo netra eston. Me eo an Ankou. Da belec’h emaout o vont ? »

« Da glask eur paeron d’am mab. »

« Mar karez me a vezo. »

« Leal a-walc’h out ? »

« Me ’gav d’in, sur. An holl a zeu ganin. »

« A zo gwir avat. »

« Lavar da bater, rak da dro a zo digouezet. »

« Goude ar vadeziant, Ankou kaez. »

« Memes tra. »

Badezet ar bugel, Yann a voe sammet gant an Ankou. N’ouzon dare etrezek pe du ez eas gantañ avat, pe war-du ti Doue, pe war-du ti an diaoul…

An hini en deus c’hoant da c’houzout n’en deus nemet mont da welout.


Ar Bobl,
here 1905.