Setu sammet an diaoul war skoaz Yann. Digouezout a ra dizale e-kichen eur poull-kanna. Gervel a ra ar gwelc’herezed.
« Deuit amañ, ha skoit war va sac’h gant ho kolvizi. Ugent real ho pezo etrezoc’h. »
« Hag ez eomp a galon vat, » eme ar plac’hed.
« Darc’haouit start avat ! »
« O ! nonde ! » eme ar merc’hed. « Kaletoc’h eo ar sac’h eget an diaoul beo e-unan, sur mat. »
« Hag an diaoul e-unan eo a zo ennañ. Gant-se, lakait eol gant ho tivrec’h dizamant. »
Hag e tornont an diaoul ken ez eont skuiz. Ha Yann a daol hemañ war e gein adarre, hag a gerz ken a zigouez e-tal eur c’hovel.
« Houarner ? » emezañ.
« Petra ? va den mat, » eme hemañ.
« C’hoant hoc’h eus da c’hounit ugent real ? »
« A blijfe d’in, e c’hellit kredi. Ne gavan ket kement-se bemdez e karn troad loen-kezeg ebet. »
« Mat. Kemerit eun horz pounner, ha skoit gwella ma c’hellot war va sac’h. »
« Kement-se n’eo ket diaes d’ober. Lakait anezañ war va anneo. »
A-benn eur pennad, setu heñ :
« Mantrus eo ne vefen ket, gant ar morzol-mañ, evit plada ho sac’h. Kaletoc’h eo eget an diaoul. »
« An diaoul, » eme Yann, « eo a zo ennañ ivez. »
« Neuze avat, » eme ar marichal, « e c’hellan beza didruez ! »
Hag e sko, hag e sko endra ’c’hell, kement ha ker buan ma toull ar sac’h gantañ. Sellout a ra dre an toull. Lagad Satan a wel o lugerni. Tapout a ra neuze eur skod-tan hag e plant anezañ, en e lagad d’an diaoul. Abaoe n’eo ket bet gouest Paol goz da veza dibikous !
Ha Yann a samm an diaoul adarre. Met Satan, ar c’hompaer, a rog ar sac’h dre an toull graet gant ar marichal. Ha yao ! er-maez, hag e tec’h kuit d’an daoulamm ruz, re-bar d’eur c’haz skaotet.
Ha Yann d’ar gêr gant ar pez ugent real a chome e-unanik gantañ. Digemeret mat e voe memes tra gant e Janedig ker.
Tri miz goude, setu an diaoul o tont d’e gavout.
« Ret eo d’it dont ganin, Yann. Lavar da bater mar