Mont d’an endalc’had

Pajenn:Koñchennoù eus Bro ar Ster Aon.djvu/14

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
14
KONCHENNOU

ket teñval hor penn o tistrei da gavout an Aotrou ! Me ho ped eta da c’hoantaat kaout eun dra bennak. »

« Ma ! ivez. » eme ar manac’h a-benn eun tachad. « Gwelet em eus e laka ourgouilh em penn diboell ar meuleudiou a roer d’in. Ha me a vez e stad a bec’hed neuze ! o va Doue benniget ! Roet d’in eta. Aelez vat, ar c’hras da ober kalz a vad hep d’in gouzout netra. »

Ha nec’het eo an daou ael, e c’hellit kredi. Penaos ober na ouezo ket al lean ar vad a ray ? Goude beza en em glevet e lavaront :

« Ho koulenn a zo roet d’eoc’h. »

Hag int kimiadi dioutañ neuze. A-barz distrei d’o falez glas, avat, ez eont da c’hervel tud ar vro da zont d’o c’havout, hag int d’ezo :

« Tud vat, ar manac’h en deus graet kalz a vad d’eoc’h. Ober a ra kalz, met muioc’h c’hoaz e karfe ober. Ha ni, digaset gant Doue, ni hon eus roet galloud d’ezañ d’ober vad ha d’ober vad c’hoaz. Met, avat, setu amañ ar pep diaesa ma ’z eo skañv ho penn : ar manac’h ne fell ket d’ezañ klevout ano eus ar vad a ray hiviziken. Selaouit ’ta ar pez hon eus renket : ar sant a ray burzudou pa vezo e skeud a-dreñv e gein. Klevet hoc’h eus ? E-giz-se ne ouezo netra. Ha c’houi arabat d’eoc’h lavarout grik ebet d’ezañ morse diwar-benn e vurzudou ; rak ma tigouez d’ezañ dont da c’houzout, ne ray burzud ebet ken, ha c’houi eo a vezo gwaz a ze d’eoc’h… ! »

Hag an daou ael, digeri bras o diouaskell ha nijal war-du o bro dudius…

Da c'houde, pa valee ar manac’h, e hade burzudou war e lerc’h : ar gwez sec’h-karn a zeue frouez enno, ar parkeier a roe eostou puilh ha kear, ar pradeier foenn druz ha stank, ar bleuñv a gemere liou brao ha c’houez vat.

Mont a rae an dud d’e heul a vandennadou, na petra ’ta ! Hag an dud dall a wele sklaer, ar re vut a zistagelle o zeod, ar re vouzar a zigore o diskouarn, diloc’ha eeun a rae ar re gamm. Ar beziou zoken a frailhe da rei frankiz d’ar re varo da vont er-maez…

Den, evel just, ne lavare seurt d’al lean. Hemañ a gave d’ezañ beza tremenet eun deiz, eur zizun, eur miz hep beza graet vad ebet, ha lavarout a rae na dalveze ket eur seurt. An dud evelato a boke d’e sae gant anaoudegez-vat.

Disoñjet e voe betek ano an ermit, ha lesanvet e voe Santel-e-Skeud.