Pajenn:Koñchennoù eus Bro ar Ster Aon.djvu/13

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
13
SANTEL-E-SKEUD HA FALL-E-C’HOANT


« Gwir eo, Mestr, met ma oufec’h ivez. »

« Petra ’ta ? »

« Eur manac’h d’eoc’h. »

« A ! n‘int ket lazet holl c’hoaz ? Gouzout a rez, rust eo ar brezel a ra Paol Gornek d’ezo. Met va brec’h n’eo tamm berraet. »

« Ya, Mestr, eur manac’h, hag eur manac’h santel. Sellit. »

Ha Sant Per a zispleg e damm tro.

« Ya, kaer eo e vuhez. » eme Jezuz.

Ha Jezuz da gavout e Dad da c’houlenn eun dra bennak evit ar manac’h santel-se. An Aotrou a gemenn da zaou ael eus ar re gaera mont da gavout al lean da rei d’ezañ ar pez a garo. Na laouen int o senti gant prez ! Gwelout poaniou ar bed, eur wech ar mare, a laka anezo da gavout gwelloc’h al levenez o deus o rei skoazell d’an dud keiz.

Digemerout mat an daou gannad, o koueza d’an daoulin dirazo pa oar piou int, a ra ar manac’h ha n’eo ket souez. Estlammet e chom avat pa lavaront ez int deuet da zigas d’ezañ ar pez en deus c’hoant, ha kement-se abalamour d’e vuhez santel.

« N’em bije ket kredet morse, » emezañ, « e oa dleet eun dra bennak d’in gant an Aotrou Doue, rak ne ran nemet ober va dever. »

« Evit gwir, » eme Rafael, unan euz an aelez, « evit gwir, an traou a rankfe mont e-giz-se ; met an dud a zo ker laosk o c’halon bremañ, ma ’z eo ret rei eun tañva d’ezo eus ar pez a vezo d’ezo, mar karont beza mat e-keñver an Aotrou Doue. C’houi, marteze, n’hoc’h eus ket ezomm, met kaset omp gant Doue ha deuet omp. Petra ho pezo ? »

« Seurt ebet. »

« Aour ? »

« Lavaret em eus beza paour e-giz Mab Doue. »

« Enoriou ? »

« Kollet e vefen ganto. »

« Eur vuhez keit hag hini Matuzalem ? »

« Pec’hi a-walc’h am eus graet bete vremañ ! ha gellout a rafen pec’hi c’hoaz !… »

Rafael ne zeu ken netra en e soñj. Hag an ael-all neuze :

« Ma ! va den mat, an dra-ze n’eo ket brao ! Kas ac’hanomp e-giz-se, hep goulenn eur seurt ! ha ni deuet da rei eun dra bennak d’eoc’h ! C’houi a gav d’eoc’h eta na vezo