Mont d’an endalc’had

Pajenn:Koñchennoù eus Bro ar Ster Aon.djvu/104

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
104
konchennou

« N’ho pezo nemet an hanter, ha c’hoaz zoken !… »

« Mat ! memes tra ! aotrou person. »

« Deuit eta ! »

« Ha diwiska a rin va dilhad-all, aotrou person ? »

« Ho chupenn traken. Setu amañ eur sae vouk, e-giz hini eun eskop. Ar sant a oa eskop, gouzout a rit. »

« Ya, aotrou person, hag eun eskop mat. »

« Mat kenañ, ha gouzout a rit, emichañs, perak eo kemeret da batron gant an dud yaouank ? »

« N’ouzon ket re, aotrou person. »

« N’hoc’h eus ket lennet e vuhez an neizour, eta ? Paian a zo ac’hanoc’h ! Ma, en e amzer, Sant Nikolaz (A ! tud vat ! bremañ e teu da soñj d’in n’em eus ket lavaret d’eoc’h gouel pe sant a oa e Lokeored : bremañ e ouzoc’h), Sant Nikolaz a oa eskop Mir. Met a-raok beza eskop, edo o chom en eur gêr anvet Pataar.

« Hogen, er ger-mañ e oa eun denjentil paour hag en devoa teir merc’h en oad da zimezi. Met n’en devoa ket a beadra d’o argouraoui, ha boued da rei d’ezo n’en devoa mui kennebeut. Neuze, tra euzus da soñjal ! e teuas en e spered lezel anezo da ren eur vuhez fall evit m’o divije eun tamm boued bennak da lakaat etre ho dent.

« Nikolaz, o veza klevet an dra-ze, a gemeras truez ouz ar merc’hed keiz, ha setu heñ ha mont diouz an noz da deurel eur yalc’had arc’hant e ti an denjentil. Dre chañs en devoa kavet ar prenestr digor.

« An tad reuzeudik a resevas an arc’hant-se evel eun teñzor digaset d’ezañ gant Providañs Doue, ha raktal e timezas e verc’h kosa. Nikolaz a roas ar memes tra diou wech-all hag, evel-se, merc’hed an denjentil paour a c’hellas ober ho zeir eur fortun onest ha dereat. » (Buhez ar sent, gant an aotr. Nikolaz.)

« Ac’hanta ? Bertele, he n’eo ket brao an dra-ze ? »

« Brao tre, aotrou person. »

« Mat eo ar sae d’eoc’h, ’m eus aon. E-giz eur roue emaoc’h aze bremañ, Bertele, ma oufec’h ! ha dreist-holl gant ar vantell-mañ. Eun tog eskop bremañ, eur mintr… Mat… Siouaz ! n’eus baz eskop ebet na baz-dotu mat a-walc’h da ober unan. »

« Mar karjec’h-c’houi beza lavaret d’in, aotrou person, em bije graet unan. »

« Ha me a ouie-me em bije bet ezomm ?… An dra-ze ne