Pajenn:Koñchennoù eus Bro ar Ster Aon.djvu/103

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
103
bertele

Ar pez a ouzon avat eo edo Berteie e-tal dor an iliz pell a-barz sav-heol antronoz. Kluchet e oa en eur c’horn eus ar porched, e-giz eun den o kaout aon leiz e groc’hen.

An aotrou person ne oa ket deuet c’hoaz, met ne zaleas ket, hag heñ da Vertele :

« Ha graet eo ho soñj ganeoc’h ? »

« Pa ’z eo gwir eo ret, aotrou person ! »

« Setu aze kaozeal. »

« Ya, aotrou person kaez ; met gouzout a rit eo dleet d’in hirio ober ar gest oun kustum da ober bep bloaz ? »

« Gouzout a ran, »

« Ma vezin sant, ne c’hellin ket ober va c’hest ! »

« Me a ray anezi evidoc’h en eur lavarout : Da Vertele, an nep en eus devosion ! »

« Bennoz Doue d’eoc’h, aotrou person ! Ya, met an dud a c’houlenno pelec’h e vezin-me ? ha mar teu da soñj d’ezo sellout ouz an aoter, e-lec’h ma vezin, me ne c’hellin ket mirout da vont ruz e-giz eun aval karantez. »

« An dra-ze a sell ouzoc’h, paotr ! »

« Aotrou person ! »

« Deuit da wiska ho tilhad sant. »

« Aotrou person ! »

« Aotrou person a-walc’h ! »

« Aotrou person, marteze e vefe gwelloc’h lakaat Godig ? »

« Godig ? »

« Ya, aotrou person. Hounnez a zo yaouankoc’hik ha koantoc’hik egedoun, ha muioc’h e piijo d’an dud. »

« Sur mat ? »

« Sur mat. Ma, aotrou person, me a zo o vont da lavarout d’ezi dont dioustu. »

« Ta ta ta ! c’houi eo a ray ar sant ha n’eo ket ho kwreg eo ! Ha deuet e vefe ar c’hiz bremañ da lakaat eur vaouez da ober eur sant ? Koantat tra ! Hag abaoe pe da vare, mar plij ? »

« Neuze, aotrou person, me a yelo ! »

« Ya ! c’houi ha n’eo ket den-all ebet. »

« Aotrou person, e lec’h ar gest evidoun-me… »

« Ne fell d’eoc’h kaout kest ebet ? »

« O, eo ! aotrou person, met ma rofec’h d’in ar pez a vezo lakaet e kef ar sant ? »

« Rei a-walc’h. »

« Bennoz Doue d’eoc’h ! aotrou person mat. »