Pajenn:Koñchennoù eus Bro ar Ster Aon.djvu/105

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
105
bertele

ra netra : c’houi a junto ho taouarn… Diarc’hen e vezo dao d’eoc’h mont ivez, rak sant Nikolaz ne veze re-voutou ebet gantañ, gwechall, ha ne vezo ket lakaet d’ezañ bremañ kennebeut. »

« E-giz ma plijo ganeoc’h, aotrou person. »

« A ! Bertele, c’houi a zo eun den ac’hanoc’h ! Sellit ! Grit ar santig bremañ da welout. Mat ! Digorit ho taoulagad… savit anezo eun tammig… Er mod-se. Mat… Serrit ho kenou avat ! Mat tre. Kit war ar sichenn bremañ, hag e chomot eno ac’han d’an noz, neketa ? »

« Ya, aotrou person. Met na zisonjit ket e vezo d’in an hanter eus ar pez a gouezo er c’hef. »

« N’ankounac’haan ket. »

« Aotrou person, ha ma teu… »

« Petra ? digareziou adarre ? »

« Selaouit ouzin, mar plij, aotrou person ! »

« Komzit. »

« Ha ma teu tud da lakaat spilhou em zreid d’in ? pe da lakaat goulou war elum dindan va fri ? »

« Lazit ar goulou, ha roit eun taol troad d’an dud ! »

« Aotrou person ! c’houi a ra goap ouzin ! N’eo ket brao da eur sant ober traou e-giz-se ! »

« Boh ! ha sot oc’h aet ? Me a viro outo da dostaat ouzoc’h. »

« Mat neuze, aotrou person. »

« Pignit eta… Aze… er mod-se… Juntit mat ho taouarn eta !… Mat… Chomit aze e-giz-se bremañ… Ha diwallit da fiñval eun netraig… Serrit mat ho kenou… Tennit hoc’h anal dre ho fri, goustadik… ar goustadika ’r gwella. Ho pet soñj da chom sounn… Arabat d’eur sant nevez beza tort, c’houi a oar. »

« Aotrou person… »

« Roit peoc’h eta ! poezon a zo ac’hanoc’h ! Grik ebet ken ! Ha na droit ket ho penn… ha na rit ket lagadig… klevout a rit ? »

Hag ar c’hloc’h da son an oferenn-vintin. Ruzia a ra Bartele, ker ruz eo ha klipenn eur c’hilhog. Hag an dud d’an iliz da welout ar sant nevez, rak an aotrou person a lavare pellik a oa e vije digouezet a-benn hirio. Teñval eo c’hoaz an aoter, ha ne c’hellont ket dianaout ar sant ervat. Met e sae satin glas hag e vantell aour flamm a ra d’ezo toui eo kaer dispar, ken a skop o daoulagad. A-raok fin an oferenn,