Mont d’an endalc’had

Pajenn:Kenvreuriez Breiz-Izel, 1869.djvu/52

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 52 —

ze dre n’en devoa ket gallet anaout piou e voa ar brezeller en devoa great kement all a vad d’ezhan ha d’he dud. Ann dro ziveza ma voa bet hen-nez treac’h d’ar Zaozoun, ar prins iaouank en devoa gallet tostaat ha komz out-han ; goulenn a reaz piou e voa. — « Ha forz zo de-hoc’h, eme-z-han, piou ounn-me ! Ne vec’h ket tamm e-bed gwelloc’h evit gouzout va hano. Treac’h oc’h, bezit laouen ; me am boa bet kefridi da rei kennerz d’e-hoc’h, ha roet em beuz. Setu zo a-walc’h. » — « Ne d-eo ket, eme ar prins, a zistag neuze he groaz dioud he vruched hag a ro anezhi d’ezhan evit diskouez he galoun vad. » — Egile a gemeraz ar groaz ha kuit ac’hano gant-hi, hep lavaret ger.

Ar brezeller-ma, a c’hoar ann holl piou eo, ne voe ket pell evit bale d’ar gear, ha kredi a c’hellit ne choumaz ket da c’hoari enn hent. En em gavet enn distro dirak ar prad, e peleac’h e voa bet lakeat marc’h koz ar miliner da beuri, ar brinsez iaouank, rak hi eo, a voe souezet o welet e voa deut kel lard ha ma voa treud araok, ken en devoe beac’h he berc’hen oud he anaout, pa en em gavaz er gear. Brema hou-ma, goude trugarekaat ar miliner, a ieaz ac’hano buan d’al lez. Pa en em gavaz gant he zad kaer a voa nec’het eur pennad mad a voa gant-hi, he-man, e feiz, a voe laouen oud he gwelet hag a c’houlennaz e pe leac’h e voa bet keid-all. Eunn dervez-bennag zo, eme-z-hi, e voann bet eat da ober eur bale el liorz, hag o veza kavet digor ann nor ez ejounn er c’hoad a zo tost aze, ha pa glaskjounn ann hent da zont er meaz, kaer am boe klask ne gavenn hent e-bed; hirio h ep-ken eo em beuz gallet dont er meaz euz ar c’hoad ha distrei d’al lez. — « Mad as peuz great, eme ar Roue koz, rak ma pije daleet pelloc’h, da bried a vije en em gavet er gear enn da raok, ha me neuze am bije klevet trouz gant-han, ha na vije ket bet heb abek, p’en devoa lavaret d’in da ziouall. » — « Mad, mad, va zad, list ann traou-ze brema ha bezomp laouen, mar d-eo gwir