hag he dud ive, ma vije bet hanter anezho d’ar re all ; pegement bennag ma voa bet lazet d’ar Zaozoun marteze Ouspenn ann diou zrederenn wella euz ho zud, ar re a voa beo c’hoaz a voa anezho muioc’h evit euz ann Hibernied.
Neuze ar brezeller a zistro eur weach c’hoaz da staga gant ar Zaozoun ; ann dro-ma eo ann diveza d’ezho, rak dre ma ’z ea he-man a-raok, ne welet a-gleiz hag a-Zeou nemet ar pennou o tistaga, ann dud o koueza hag ar goad o poullada ken doun, ma voa ruz glaou bruched marc’h braz ar brezeller. Spountuz hag heuzuz e voa gwelet kemend all a dud oc’h en em laza, klevet eunn trouz hag a lakaje kalounou mammou da frailla enn ho c’hreiz. Perak ann dud, pa ho deuz skiant, n’int-hi ket evit en em glevet etre-z-ho, hep dont d’en em laza, gwasoc’h evit al loened gouez ? Allaz netra ! epad ma vezo daou zen beo ha pa ve unan anezho enn eur penn euz ar bed hag egile er penn all, atao e vezo brezell gant-ho, mar gellont.
Enn dro-ma ar Zaozoun a voa bet flemmet ken doun gant ar brezeller, ma rankchont goulenn ar peoc’h. Red mad e voa d’ezho, rak kement den a vrezel a voa e Bro-Zaoz a voa deut d’ann Hiberni, o kredi, eme-z-ho, e teuje gant-ho enn distro kement vad a voa ebarz. Eunn distro kaer ho devoe, ha mad a voe great d’ezho ; biskoaz den ne voe paket evel ar-re-man a rankaz leuskel ho c’hroc’hen eno da zec’hi beteg ar varn. Hed eul leo hag ouspenn ann douar a voa goloet gant korfou ar Zaozoun. Goad Saoz a lavar darn zo, ne d-eo ket mad da drempa ann douar, o veza ma sao diwar-n-han lous toni ha grisiou fall e-leiz. Mad pe fall, a-walc’h a voa bet skuillet a c’hoad eno ; a-walc’h, ken a dride kalounou ann Hibernied holl.
Great ar peoc’h brema, ar prins iaouank en devoa mall da zistreida welet he bried ; laouen e voa,o welet e voa bet treac’h. Eunn dra a voa evelato hag a rea poan d’ezhan, hag ann dra--