am beuz klevet eo great ar peoc’h. » — « Eo da, eme ar Roue koz, great eo ; da bried en deuz skrifet d’inn ann dra-ze war al lizer-ma ; sell hag e weli ; evid-oud eo kement ha muioc’h zo-ken eget na d-eo evid-oun-me. Ar gwella zo eo iac’h, a drugare Doue ! Dioc’h ma lavar, e vezo distro a-benn e-werr da noz, pe warc’hoaz vintin da zivezata. » — « Mall am beuz, eme-z-hi, da welet anezhan ha da glevet gant-han ann taoliou kaer a zo bet great, hag evit doare ez euz bet, rak hano a zo gant-han, war he lizer, diwar-benn eur brezeller ne deuz ket kalz evel-d-han. »
Ne voa ket a-veac’h lavaret mad ar c’homzou-ma gant-hi, ma en em gavaz eur c’hannad da zigaz ar c’helou ez edo tost map ar roue. Ar Roue koz hag he verc’h kaer a ia d’he ziambroug ; ne voent ket pell ma en em gavchont gant-han. Distrei a reont ho zri d’al lez. Epad ma ’z edont gant koan, merc’h kaer ar roue a c’houlennaz oud he fried piou e voa hen-nez, ar brezeller braz ze, a voa hano anezhan war he lizer hag en devoa great taoliou ker kaer a lavare ? — « E-feiz, eme ar prins, diez e ve d’in lavaret piou eo, pa ne c’houzounn va unan ; goulennet a-walc’h em beuz he hano, hen a-vad ne falveze ket d’ezhan e vije anavezet gant den, evit doare. Ne gav ket d’in e ve euz ar vro-ma, rak ne anavezann den e-bed dre ama a-gement a ve ker kre ha ma ’zeo. » — Ar c’hrek iaouank a ra ann neuz da veza souezet, sellet a ra ouz he fried hag enn eur zellet e wel, evel kement hini a zo eno, n’ema mui he groaz oud he vruched gant-han. — « Asa, emez-hi, petra ho peuz-hu great euz ho kroaz ? pe gollet pe betra eo gan-e-hoc’h ? » — « Red eo ma ve, eme vap ar roue, ne felle ket d’ezhan lavaret ar wirionez war gement-man. Tizet eo bet, me-c’hoar-vad, gant eunn taol goaf pe eunn taol kleze-bennag e kreiz ann emgann, ha neuze eo kouezet ha kollet hep gouzout d’in. » — « Diwallit, va fried, eme ar c’hrek iaouank, na ve gaou a lavarfac’h ; roet