Mont d’an endalc’had

Pajenn:Kenvreuriez Breiz-Izel, 1869.djvu/45

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 45 —

neuze, eunn daouzek vloaz-bennag d’ezhan, kenta a c’heure pa zavaz, a voe mont da lez ar Roue. Goulenn a ra oc’h ar gwardou beza lezet da vont el lez. — « Va list, eme ar paotr, ha n’ho pezo ket a geuz ; eunn dra vraz am beuz da lavaret d’ezhan ha ne c’hell klevet den e-bed nemet-han ; hen a-vad a vezo laouen, pa glevo. » — Neuze, setu ma voe lezet gant ar zoudarded. Pa voa eat el lez e c’houlennaz komz oc’h map ar roue hag e voe lavaret d’ezhan pignat d’he gaout. Eat d’ann neac’h, ar paotr a sko war ann nor hag a zigor anezhi dioc’h-tu. Gwelet ara eunn den iaouank kaer hag hep troidellat tamm e c’houlen out-han ha map ar roue eo ? — « Ia da, eme ar prins, petra a zo, va faotrik ? » — « Eunn dra am boa da lavaret d’e-hoc’h. » — « Lavar. » — « Ne rinn ket ama, Aotrou, gant aoun na venn klevet gant unan-bennag ; ha n’ho peus-hu ket eur gampr all pelloc’h du-ze, eme ar paotr o sellet oc’h eunn nor a voa prennet ? D-eomp ebarz, mar plij, Aotrou, hag e klevfoc’h va c’hevridi gan-en, rak arabad eo, eme va mamm, e klevfe den nemed-hoc’h ar pez am beuz da lavaret, eunn dra eo hag a zell ouz-hoc’h-hu hep-ken. » — Ar prins iaouank souezet o klevet ar paotr, a zigor ann nor a voa diskouezet d’ezhan hag a ia ebarz. Ar paotrik war he lerc’h. He-man goude prenna ann nor a zistro neuze oud ar prins hag a lavar d’ezhan penn-da-benn kement tra en devoa gwelet ha klevet. Map ar roue a anavezaz dioc’h-tu e voa ar plac’h iaouank-ze, a voa hano anezhi gant ar paotr, c’hoar he vignoun deut da welet anezhan ha d’her parea, mar gellche. — « Me a rank gouzout, eme ar prins d’ar paotr, ha gwir a leverez d’in ; choum a ri ama betek e-verr da noz ha neuze ez aimp hon daou hag e welinn va-unan, pa dle dont diou weach c’hoaz, eme-te. » — « Ia da, Aotrou, gant-hi he-unan eo em beuz klevet, ha mar d-eo gaou, war e lerc’h e lavarann. » — « Mad eo neuze, eme vap ar roue. » —

Deut ann noz, ann daou-ma a ieaz d’ar c’hoad hag em-berr,