Mont d’an endalc’had

Pajenn:Kenvreuriez Breiz-Izel, 1869.djvu/44

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 44 —


Trede Nosvez.


Brema, lezomp Henori da zistrei da weled ar mor hag he breur d’he gortoz beteg antronoz. E-pad ma voa bet ann daou-ma ann eil gant egile, eur paotr-saout en devoa klevet ha gwelet kement a voa bet gant-ho hag e pe c’hiz. — Ar paotr saoud-ma, diank darn euz he chatal d’ezhan, a voa bet choumet pell ann noz d’ho c’hlask dre ar c’hoad ; bez’ ez edo war dro ar chapel, pa welaz eur sklerijen vraz o sevel hag o tont etrezek enn-han. Da genta, e kredaz e voa ann heol ; e-kementse, pa deuaz da zonj d’ezhan ne voa nemet diw-heur c’hoaz abaoue ma voa serret ann noz, e lavaraz out-han he unan : eunn dra-bennag a nevez a zo dre ama, rak evit ann heol n’eo ket, re vuhan en defe great he dro neuze ; n’eo ket al loar ive ; hag he-man a zelle hag a wele e tostae atao ar sklerijen out-han. Petra ra neuze ? Mont da guzet adre ar chapel, hag ac’hano oc’h astenn he zaoulagad e welaz e voa eunn demezell gaer, hag e voa eat ebarz. Ar paotr-man, kivioul ann tamm anezhan, ha dispount gant ann dra-ze c’hoaz, a dosta evit gouzout petra eo ha petra ra ann demezell er chapel. Sellet a ra dre doull ann nor ha gwelet ar plac’h iaouank o poket d’eunn den iaouank droulivet a voa eno ; gwelet a ra anezhi o walc’hi he c’har hag he c’houli dezhan ; he c’hlevet a ra o komz oud he breur hag he-man o lavaret : — « Ma c’houesfe map roue ann Hiberni ema oud ama e ve euruz ha laouen hage teufe evit klask da gaout. » — Ar c’homzou-ma ha kement en devoa gwelet ha klevet ar paotr-ma ne voent ket kollet gant-han. Mont a reaz ac’hano ha ne voa ket da glask he loened, d’ar gear eo ez eaz ha tiz gant-han da lavaret d’he vamm petra en devoa gwelet er c’hoad. Ar vamm a gelennaz he map da vont, kenta ha ma c’hellje, da gaout map roue ann Hiberni ha da lavaret da zen, nemet d’ezhan he-unan, ar pez en devoa gwelet ha klevet. Ar paotr-man