Mont d’an endalc’had

Pajenn:Kenvreuriez Breiz-Izel, 1869.djvu/46

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 46 —

war-dro dek heur, setu eur sklerijen gaer o sevel hag o tont war-zu enn-ho. — « Gwelet a rit, eme ar paotr, ema-hi o tont ; tec’homp adre ar chapel ha goude e c’helloc’h gwelet ha klevet, evel a glevjounn hag a weljounn deach. » — Hervez kelenn ar paotr, map ar roue a ia a guz hag ar plac’h iouank adarre a ia ivez er chapel hag a ra d’he breur, evel e devoa great enn noz a-raok. Ar prins a zell piz out-hi hag a wel brema ez eo hevel-buez oc’h ar patrom en devoa bet digant he breur hag eur barr kaeroc’h zo-ken, evel a lavare. He c’hoar eo, eme-z-han, me wel er-vad brema n’eo ket hen eo a dlie beza tamallet, ann diou a zo du-ze eo; kavet e vezint. Ar c’henta tra a zo eo kaout hou-man euz al leac’h m’ ema. Neuze e selaou piz hag e klev petra a lavar he breur d’ezhi ha petra a lavar hi d’he breur. — « Ma c’houesfe map ar roue, eme-z-han !… » — « Ha pa c’houesfe, eme ar plac’h iaouank, ne ve biken evit va c’haout euz a dre daouarn Morgan. Koulz ha ma c’hoar hon-man parea dioc’h pep seurt klenvejou, ez eo sorserez ivez. » — « Gwelet e vezo, eme ar prins out-han he-unan. » — Neuze, pa voent distro ac’hano, ar prins a lavaraz d’ar paotr : — « Ar wirionez as peuz lavaret d’in ha brema e rankez dont gan-en adarre, ma welinn hirio ha me a c’hello kaout tud ha benvegou kre a-walc’h evit dont a-benn, enn taoliou kenta a vezo skoet war ar sug, da drouc’ha anezhi e meur a damm. » — Distro d’he lez, map ar roue a gemen da gement gofeller a zo e kear dont d’he gaout. Pa voent en em gavet, e voe roet da zarn anezho houarn, dir ha diamant, gant gourc’hemenn da ober eur sug kalz tevoc’h evit ann hini en devoa gwelet stag oc’h troad ann demezell; ha da zarn all, houarn ha dir ha diamant ivez da ober eunn hanter dousenn bouc’hili drem met kalet a-walc’h evit trouc’ha ar sug a vije great. Bouc’hili ha sug a ranke beza eno a-benn diw-heur goude kreisteiz ; arabad e voa na vijent ket, pe anez e vije bet beac’h war groc’hen unan-bennag. — Kroc’hen den ne zamantaz ha great