Mont d’an endalc’had

Pajenn:Kenvreuriez Breiz-Izel, 1869.djvu/37

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 37 —

Pa voe aozet al lestr, ez eaz adarre er mor evit kas ar-re-man d’al leac’h ma voa lavaret d’ezho mont. Eur pennad mad e voa eat dioud ann douar adarre, pa gouezaz ar plac’h iaouank klanv gant an drouk-mor. Ne deo ket eunn drouk eaz tamm e-bed, hag Enori a zave he c’haloun enn he c’hreiz pep lamm a rea al lestr ; dre ma c’helle, e tistaole er meaz kement e devoa debret. Neuze he magerez hag he merc’h a lavaraz d’ezhi mont gant-ho enn eunn tu pe du euz al lestr evit gal lout easoc’h a-ze strinka er mor ar pez a rea poan d’ezhi. Ar plac’h iaouank-ma ne devoa disfisianz e-bed a zentaz oud he magerez, hag a-greiz ma’z edo gwella oc’h en em zikour, stouet he fenn gant-hi, ar c’hrek fall-ma hag he merc’h a grogaz enn he zreid, a zibradaz krenn anezhi dioc’h al lestr hag he zaolaz er mor hep gouzout da zen e-bed. Ar verc’h iaouank a gollaz he fenn enn eur goueza enn dour, hag a ieaz ac’hano gant ar mor, nè c’houie nemet Doue da be-leac’h. Ne voe ket beuzet evelato ha divezatoc’h e vezo klevet hano anezhi c’hoaz.

Al lestr, goude ann dra-ma, a gerze evel diagent ha ne za leaz ket d’en em gaout er porz mor ma ’z edo map roue ann Hiberni oud her gortoz, mall gant-han gwelet c’hoar he vignoun. War ar c’hae edo, pa harpaz al lestr er porz. Dioc’h-tu ann diou c’hrek fall a lamm er meaz, hag ar vamm a lavar d’he merc’h, pa wel ar prins o tont etrezek en-ho : — « Kea brema d’he gaout ha lavar d’ezhan ez oud c’hoar he vignoun. » — Hou-man a ieaz hag a lavaraz hervez ali he mamm ; bet e voa kelennet evel-se gânt-hi ha mar ho devoa taolet, ho diou, Enori er mor, ne voa nemet evit ma c’hellje merc’h ar vagerez dimezi gant map ar roue. He-man a voe mantret, pa welaz e voa hou-man ken dishevel diouz he fatrom ; ne voa ket tost d’ezhi beza ker kaer hag ar patrom-ze ; penaoz e vije ? Map ar roue a zavaz neuze drouk enn-han oud he vignoun hag a lavaraz d’ezhan : — « Eur gaouiad oud ! Da c’hoar ne