Mont d’an endalc’had

Pajenn:Kenvreuriez Breiz-Izel, 1869.djvu/38

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 38 —

d-eo ket eur skeud d’he fatrom ; hag ezomm as poa-te da zont, evel as peuz great, da lakaat doan em c’haloun ha da ober fall em c’hever-me, n’em beuz great memet mad biskoaz ouz-id ? Va mignoun e voaz hag es peuz treuzet va c’haloun gant eur c’hleze a anken hag a c’hlac’har. » — Paotr Breiz, o welet he c’hoar diank, a voe ivez ker sebezet, ne glevaz ger euz a gement a lavare ar prins d’ezhan, ha dre-ze n’en em zidammallaz tamm ; nemet gouela ne rea, en eur gredi e voa beuzet he c’hoar. Map ar roue a lavaraz d’ezhan evelato : — « Pegement bennag a boan a rez d’in, va mignoun oud ha choum a ri gan-en, hag ous-penn e timezinn gant da c’hoar, pegen divalo bennag ma ’z eo ; ne vezo ket lavaret birviken ounn-me bet eat a-enep va ger. Evit gwir, ne vezo ket ken euruz gan en, evel ma vije bet ha te ivez, ma na vije ket bet diwanet a c’hevier euz da c’henou. » — Ann den iaouank a glevaz. mad enn dro-man ar pez a lavaraz ar prins hag e-kement-se ne glaskaz digarez e-bed, petra-bennag ne vije ket bet diez d’ezhan diskouez ne voa ket hon-nez he c’hoar.

War gement-ma, ar re-ma a ia ac’hano, hag a-benn eur pennad goude e voe great ann eured ha dimezet merc’h ar vagerez gant map roue ann Hiberni. He-man a lakeaz dioc’h-tu kas he c’hrek hag he mamm enn eunn ti en devoa e penn liorz he lez hag er meaz anezhan ; hag abaoue deiz ann eured, hini e-bed euz ann diou-man ne weljont ket anezhan. Ar prins iaouank, evel pa ne vije ket bet dimezet a iea koulz ha diagent ama hag a-hont hep preder ebed euz he c’hrek, he vignoun a-vad atao oc’h he heul evel a-raok. He-man, paotr Breiz, ne rea mui laouenedigez e-bed oc’h netra, hag ar prins ivez, petra-bennag ma voa koazet eunn draik he garantez out-han, a wele anezhan gant truez o tizec’ha bemdez diwar he dreid hag o tont treutoc’h-treuta. Brema Herri en divije karet mont pell dioud ann dud ha dioud ar bed. Ar pez a greskaz c’hoaz he anken a voe eur gouli a zavaz enn he c’har ;