Mont d’an endalc’had

Pajenn:Kenvreuriez Breiz-Izel, 1869.djvu/36

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 36 —

kemeret anezho em zi ; hag o veva evel-se hon teir, me a gave berroc’h ann amzer. Petra vijenn-me deut da veza anez, lavar ? Mad ! enn eur zelaou va c’haloun hag o kredi e vezinn euruz, evel a leverez, me ne c’houlennann ket gwell evit mont gan-ez da gaout map roue ann Hiberni, gant ma teuio ivez, gan-e-omp hon daou, va magerez hag e merc’h ; brema ounn deuet, eme-z-hi c’hoaz, ne c’houfenn ket pennad e-bed beza pell diout-ho. » — Dre gement-ma ar verc’h iaouank a ziskoueze e devoa kaloun vad kement ha mavoa kaer he gened. — « Mad ! mad ! eme ar breur, ma ne deuz nemet ann dra-ze a-gement a ve o viret ouz-id da zont gan-en, ar re-ze a c’hell dont ivez ; kavet e vezo, me a gred, peadra d’ho beva ha labour ouspenn, ma ne fell ket d’ezho choum vak hed ann deiz.

Ar pevar-ma neuze a ra ho fak, ha petra ’ta, hag a ieaz ac’hano hep dale da Vountroulez. Eno e pignjont el lestr a c’hortoze anezho, ha dioc’h-tu ma voent diloc’h ha dindan c’houel ez ejont e-trezek ar mor doun. Eunn daou pe dri dervez goude, al lestr a voe darbet d’ezhan mont da goll ; eur gwall-amzer spountuz a voa savet, hag anez m’en devoa al lestr paour gallet paka ann douar tosta a gavaz, e vije bet eat a-bez d’ar weled. Stoket ha distoket e voa bet evelato gant ar mor hag ann avel ; ar gweliou a voa bet freget holl ha great evel dantelez anezho, ar gwerniou a voa bet torret, hag ann heor, laosket da vont er mor evit klask herzel oud ar barrad, a voa bet choumet war lerc’h goude terri he fard. Brema, enn em gavet enn douar breur, ar verc’h iaouank kaer-man evit kas kelou buan da vap ar roue diwar-benn he c’hoar, a ieaz atao a-raok hep gortoz ma vije aozet ha kempennet al lestr. Lavaret a reaz d’ar prins ez edo he c’hoar o tont hag e voa bet daleet gant ar gwall-amzer. Ar prins laouen holl a deuaz neuze gant he vignoun d’ar porz mor en devoa war eunn treiz, e leac’h ma tlie al lestr dont da zouara.