Pajenn:Kenvreuriez Breiz-Izel, 1869.djvu/35

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 35 —


Eil Nosvez.


Ann denn iaouank-man, evel a c’hellit kredi, ne voe ket red pedi anezhan da vont skanv enn hent. Eul lestr sternet mad a gavaz da gas anezhan dioc’h-tu d’he vro. Al lestr ze a dlie choum enn eur porz mor e Breiz, e Mountroulez, da c’hortoz petra vije ar c’helou a vije da gas da vap roue ann Hiberni ; kemenn en devoa da-ze. Herri en em gavaz hep dale e ti he c’hoar. Hou-man a voe souezet oud he welet, hag enn eur boket dezhan e lavaraz dre he daelou e voa bet kalz re bell o c’hober he dro, hag e vije marvet hep dale gant ann doan, ma vije bet choumet pelloc’h. Goude taol pep hini he boan diwar he galoun, goude en’em vriataat, ar breur a lavaraz d’he c’hoar : — « Asa, kleo brema gan-en, va c’hoar, n’eo ket a-walc’h, nevezenti all a zo c’hoaz. Te ne c’houzout ket petra en deuz lavaret d’in map roue ann Hiberni, a-raok ma teujounn kuit diout-han ? » — « Nann da ! eme-z-hi, petra eo ! » — « Dioc’h-tu ma welaz da batrom-te, ne voe ket evit miret oud he galoun da garet ac’hanoud ha lavaret en deuz d’in da zigas gan-en, evit ma timesche gan-es ; anez kaout ac’hanoud-te, eme-z-han, n’en devezo pried all e-bed ken. Setu ann nevezenti zo ha roet en deuz d’in aour hag arc’hant da rei d’id, hag ouspenn eul lestr a zo e Mountroulez o c’hortoz ac’hanoud, mar fell d’id beza rouanez ann Hiberni, eunn deiz a vezo. Gwel brema, va c’hoar, petra lavar da galoun d’id. Evid-oun-me n’em beuz ken tra war gement-ma da alia ac’hanoud, nemet e kredann e vezi eurusa rouanez e vezo dindan tro ann heol ; evelato, gra evel a fell d’id, ha ma n’as peuz ket a c’hoant da vont, me a choumo ama gan-ez, pe mar fell d’id mont me a ielo ivez d’as heul. » Ar verc’h iaou ank-ma a lavaraz neuze d’he breur : — « Selaou, eme-z-hi, ama zo eunn dra ; gwelet a rez gan-en o choum va magerez hag he merc’h. Epad ma’z edos-te o foeta bro, me am beuz