Mont d’an endalc’had

Pajenn:Kenvreuriez Breiz-Izel, 1869.djvu/30

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 30 —

c’hellje ket ar Roue kaout eunn dra pe eunn all-bennag da rei d’ezhan da ober ? — « Petra, eme ar prins, labour a c’houlennit ? En em gavet mad oc’h ha mar kirit lavaret d’in piou hag euz a be-leac’h oc’h, neuze, dioc’h a glevinn gan e-hoc’h hag ivez dioc’h ma ho pezo c’hoant, me a c’houezo petra da ober ouz-hoc’h. » — « E feiz, eme ann den iaouank, me ne d-ounn ket euz ar Vro-ma, euz a Vreiz-Izel ounn ginidik. Va zud a voa a c’houenn vad hag enn ho eaz ; goude ma varvaz hon tad hag hor mamm, ni hon daou, va c’hoar ha me, a voe lakeat enn hon tra. Neuze, a-benn eur pennad, deut da veza skuiz er gear, me am beuz bet c’hoant da anaout ar bed hag ounn deut ama, arc’hant a-walc’h gan-en evit beva eur pennad. Evel a lavarer a zo gwir, tenna hep lakaat, nebeut e pad ; evel-se a c’hoarvezaz gan-en ; n’eo ket kreski a rea ann traou gan-en bemdez, ha brema eat gant-ho war netra, e welann ez eo red mad d’in ober eunn dra pe eunn all evit beva. Setu e berr gomzou, aotrou, petra ounn ha petra eo va buez; n’em beuz ken da lavaret d’e-hoc’h. »

— « Mad ! mad ! eme ar prins, deut gan-en da gaout va zad; n’ho pezo ket a geuz, a gredann, da veza lavaret d’in ar wirionez diwar-benn zo en em gavet gan-e-hoc’h. » — Hag hi ha mont ho daou. Pa voent dirak Roue ann Hiberni, ar prins a lavaraz : — « Va zad, gouzout a rit ez eo eat va eil kuit a-nevez zo ; setu ama eunn den iaouank euz a Vreiz-Izel hag a choumo gan-en hiviziken, mar fell d’e-hoc’h ? » — « Mar plij d’id a zo kement hag a ranker, eme ar Roue; gra ar pez a gavi gwella e kever ann dra-ze, me ne virinn ket ouz-id. » — « A zo mad ! eme ar prins : brema, den iaouank, deut gan-en d’am c’hampr, ma komzimp eur pennadik. Pa voent er gampr, ar prins a c’houlennaz oud paotr Breiz ha choum gant-han a raje evit he heuilla e pep leac’h ? N’en divije ken tra da ober. » — « Ia-vad, eme ann denn iaouank, choum a rinn, ha laouen braz zo-mui-ken, pa ho peuz ar vadelez da