Mont d’an endalc’had

Pajenn:Kenvreuriez Breiz-Izel, 1869.djvu/29

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 29 —

evelato petra a dalv did ? Me a zo re iaouank ha re e verv va goad em gwazied evit choum ama da zellet oc’h ann oabl o tremen ; mont da ober eunn dro a rankann, ne vezinn ket pell hag a-raok ma vezi skuiz oud va gortoz, me a vezo distro adarre d’ar gear. Evelato, evit miret na deufenn da ankounahaat ac'hanoud, e karfenn kas da batrom a zo aze gan-en, mar kerez rei anezhan d’in. » — « Ia, a-galoun-vad, eme-z-hi, rak ar pez a zo d’in a zo d’id ivez ; kas gan-ez kement as peuz ezomm, gant na vezi ket pell, ne c’houlennann ken. » — Herri neuze a gemer ar pez a gar ; kas a ra aour hag arc’hant gant-han ha goude poket d’he c’hoar a ouele, ma voa eunn truez ! he-man a ia enn hent.

Treuzi ar mor a reaz hag o veza en em gavet enn eur vro bell, e leac’h ne anaveze kristen-Doue, e teuzaz e berr amzer kement a voa eat gant-han. Brema, setu eur paotr brao anezhan, hep gwennek enn he c’hodell da gaout ann distera tamm da derri he naoun. Red eo beva koulskoude pe vervel, hag e-feiz ann den iaouank-ma ne voa ket boaz da gaout diouer, na da labourat ken nebeud ivez. Ne felle ket d’ezhan dizeria evelato. Ebad a-walc’h eo lavaret mervel, pa vezer kant leo dioc’h eno ; pa vez red a-vad, ez eo eur c’hoari all. Ann naoun a zo dishegar ha diez da c’houzanv. He-man, ann den iaouank-man, gwisket evel eunn aotrou, evel ma voa, ne vije ket bet eaz d’ezhan kaout labour, ma c’houlenje ; ne c’houlennaz ket. Trei e spered eo a reaz da c’houzout da genta petra da ober. Enn Hiberni edo, pell dioc’h Breiz-Izel, e kear-veur ar Vro ze. Eno, war a glevaz, edo ar roue o choum. Petra ra he-man ? O veza ma voa eur paotr koant ha dilastez, hag a hent all desket e pep giz, e lakeaz mont da lez ar Roue hag ez eaz dioc’h-tu da c’houlenn komz out-han. Ma voe lavaret d’ezhan pignat war laez. Eat d’ann neac’h, ec’h en em gavaz eno a-benn-kaer dirak map ar Roue hag e c’houlennaz out-han, heb he anaout, ha ne