Mont d’an endalc’had

Pajenn:Kenvreuriez Breiz-Izel, 1869.djvu/31

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 31 —

gemeret ac’hanoun. » — « Mad eo, eme ar prins, n’ho pezo ket a gueuz ; evit ho kobr me a roio d’e-hoc’h kement hag a roenn d’egile enn ho raok : daou c’hant skoet pep miz, hag a-walc’h eo ? » — « Ia da, eme Herri, a-walc’h eo hag ho trugarekaat a rann.

Brema, setu ann den iaouank oc’h heuilla map Roue ann Hiberni e pep leac’h ma ’z ea hag o tont, e berr amzer, da veza ker mignoun d’ezhan, ma veze diez penn ar prins pep tro ma ranke Herri mont diout-han eur pennadik hep-ken. Euruz e voa hor Breizad keit ha ma c’helle beza, ma vije bet evit kas sonj he c’hoar diwar he spered. Noz-deiz e kave d’ezhan klevet he dad o lavaret : — « Breur fall ha map dizent, ma ’z oud ! E pe leac’h es peus-te lezet da c’hoar ? » — Klevet a rea ivez mouez he c’hoar garantezuz o c’hervel anezhan da zont d’he c’haout ha bemnoz, dre he gousk, e wele anezhi glac’haret o ouela hag o klemm out-hi he-unan, hep eur c’hristen beo war he zro.

Kement-ma a vourreve spered ar Breizad iaouank hag a lakea anezhan da gaout aoun na vije kouezet klanv he c’hoar, pe maro gant he glac’har. Bemnoz, pa veze eat d’he gampr, kenta tra a rea Herri eo prenna he zor war he gein hag eno, neuze, gouela gwalc’h he galoun enn eur zellet oc’h patrom he c’hoar hag o poket dezhan peb eil. Map Roue ann Hiberni a voa he gampr harp-stok oc’h kampr he-man; klevet a rea anezhan o klemm hag o ouela, ha goulenn out-han a reaz eunn deiz : — « Asa, va mignoun, lavarit d’in petra eo ar c’hlemmou-ze a glevann gan-e-hoc’h bemnoz, pa vezit eat enn ho kampr ? Na nac’hit, me ho ped, netra ebed ouz-in ; lavarit d’in petra a zo o c’hober poan d’e-hoc’h, ha mar gellann, me a viro. » — « Ho trugarekaat, netra e-bed ama ne ra poan d’in, ha mar klevit ac’hanoun o klemm, ez eo, me gred, dre va c’housk. Piou na petra a c’hellfenn-me da damall ama, ken euruz ha ma ’z ounn gan-e-hoc’h ? » —