Mont d’an endalc’had

Pajenn:Kenvreuriez Breiz-Izel, 1869.djvu/23

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 23 —



Kanomp melodi Breiz-Izel,
Laromp kevret a vouez huel : —
O Breiz-Izel, o kaera bro,
Koad en he c’hreiz ha mor tro-dro ! —

Brizeuk, ar Barz he vleo melenn,
Mestr ar gwerziou, mestr ann delenn,
O mignon kez, selaou ma mouez,
Rag da speret ’zo en hon touez.

O gra ma vezimp unanet
Wit karout Breiz-Izel bepred,
Ha mirout hon iez koz, ganet
Lec’h ma sav ann heaul benniget !

Ia, breudeur, bezomp holl unan,
Ha na reomp ket kalz a van
Wit klewet eo prest da verwel
Ar brezonek en Breiz-Izel.

Gwerziou ar Barzed ’zo ama
A-benn mil vloaz, evel brema,
En Breiz-Izel a vo kavet,
Hag e bep-tu a vo kanet.

Kanomp eta melodi Breiz,
Bro gaer ar Barzed hag ar Feiz,
Kanomp ar iez koz a garomp,
Hag holl a ur vouez lavaromp : —

O Brezonek, iez benniget,
Gant Doue d’hon tado roët,
Te ’vo bepred ma c’harante,
Te eo ar vro, al Liberte ! —


F.-M. Ann Huel.

Plouaret — en Koad-ar-Garanou,
ann eiz war-n-ugent a viz Eost — 1869.