Mont d’an endalc’had

Pajenn:Kenvreuriez Breiz-Izel, 1869.djvu/22

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 22 —



KANOMP MEULODI BREIZ-IZEL.


————


Serret hon euz dorn pep mignon,
Ha lavaret a greiz kalon :
— De mad d’id, breur kér, ha iec’hed,
Ha bezomp bepred mignoned !

Hon gwad ann eil euz egile
’Zo em dommet, vel bugale
Ur vamm a deu da em gavout
En pell-bro, ha da em anaout.

Debret hon euz, iwe evet,
Euz taol ur Barz kér azeet,
Douget iec’hed hon tado koz
’Zo gant Doue ’n he Varadoz ;

Komzet hon euz euz ar vro gér
Meulet, kanet a bep-amzer,
Dreist ann holl vroïo benniget,
Gant Doue hag ar Barz karet ;

Klasket hon euz petra’ ve mad
Da ober brema, wit lakad
Hon iez kaer en nerz, en enor,
En pep kear, en pep korn Arvor. —

Brema, kanomp, ’vel hon tado,
En amzer goz ar burzudo,
Kanomp gwerziou, kanomp soniou,
Hag unanomp holl hon moueziou ;