Mont d’an endalc’had

Pajenn:Kenvreuriez Breiz-Izel, 1869.djvu/21

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 21 —


Gant ar Roue e koaniaz
Ha, mar d-eo gwir lavarer c’hoaz,
Goude he goan en doe ar groaz.

————

Setu eur gentell vad d’hoc’h-hu, c’houi tud a lez,
Roet ama gant eul loen gouez !
Dalc’hit eun tamm bevin atao oud hoc’h higenn,
Mar d-eo flour ho kevier, mar d-eo gwe ho liven,
Ar Roue, ar re vraz,
N’ho devezo ket pell ouz-hoc’h-hu kalz a gas.
Ho drouk a ia gant ar moged,
Strinket a-du oc’h ho genou ;
Gant ober eunn tamm ormidou,
Vezer abred ho mignouned,
Hag ez a ann higenn, dre greiz ho gouzougou,
Ken druz c’hoaz ma lippont tro-war-dro ho mourrou.


G. Milin.






Ar Barzed koz a zo maro,
Re nevez zo savet er vro,
Sevel rei re all, ho goude,
Keit ma paro an heol en ee :
O iez Breiz-Izel, kared,
Unan ar gaera zo er bed,
Ra vi, da viken, kendalc’hed !


Proux.