Penaoz en devije ouelet ?
Gor he hene voa diskarget :
Ar Rouanez e doa gwechall
Debret he c’hrek kroc’hen hag all,
Hag ar mabik goude ar vamm.
Pa voa brema maro n’oa leac’h da ouela tamm.
Ne reaz zo-ken ann neuz ; ’vel ann deiz voa lirzin.
D’al Leon voe lavaret voa gwelet o c’hoarzin.
Pa vez eat drouk er Roue, dreist holl er Roue Leon,
Ann drouk-se a zo akr,
Eme ’r fur Salomon.
Ar C’haro ne voa boaz da lenn ar skritur sakr.
Al Leon a lavaraz : — « Tra fall euz ho c’hoajou ;
Te c’hoarz, heb ober van euz hon huanadou.
War da groc’hen iskiz ne lakin va c’hraban,
Enn aoun rak da stlabez : ne dalez ket ar boan ;
C’houi a-vad, bleizi kriz, deut ama hag affo
Dispennit, dre ’nn hanter, dom c’hoarzer ar C’haro. »
He-man neuze lavar : — « Klevit, m’ho ped, aotrou,
Setu deuet ann amzer da zec’ha ho taelou.
Arabad eo ho pe anken !
N’euz pell em beuz gwelet ho krek, hoc’h hanteren ;
War eur gwele bleun kaer, laouen voa azezet ;
Rak-tal ’m beuz he anavazet. »
« — Mignoun, eme-z-hi d’in, pa’z ounn eat d’ann envou,
Ez eo arabad d’id war-n-oun skuilla daelou.
E-kreiz ar baradoz me zo euruz meurbed,
O tiviz gant ar re zo evel-d-oun salvet.
Laosk ar Roue da ouela ’pad eur pennadik c’hoaz,
He welet ankeniet a ra d’in eur joa vraz. »
P’oe klevet ar c’helou gant ann holl loened mud
Dioc’h-tu, a-boez ho fenn, e lavarchont : burzud !
E leac’h beza lazet,
Ar C’haro voe meulet.