Al Leon a laka embann,
E peb bro hag e peb bann,
Vije besiet ar Rouanez
El leac’h-ma-leac’h, enn dez-man-dez ;
Vije eno tud euz he berz
Da renka ar stal hag ar c’hanv.
Bez’ e c’hellit kredi e voe pep-unan skanv
Da zont enn deiz-se d’ar gouel berz.
Evel-se a c’hoarvez : d’ar c’haon vezer pedet,
Evit digas enor d’ar re veo zo er bed.
Evit ar re varo, ar pedennou larer
A ve diez da baka, ker berr ho divesker.
Ann intaon ivinek a laoske hirvoudou,
Ken a grene ar mogeriou ;
Hag oc’h he glevet o iudal,
Ar fistoulerien, koz chatal,
Oc’h ormida, stouet ho fenn,
A iud ivez leiz ho c’horzenn.
Ar re-ma vo ar re a lez
A zo gant-ho pep seurt arwez ;
Pep eil e c’hoarzont, e ouelont,
Hag a netra van ne reont.
Gant ma vint mad gant ar Roue,
Forz e-bed ne reont a Zoue.
Ganet a wenn ar marmousien,
Pennou avel, bombiserien,
Hed ho liven n’euz kostou bleiz,
Rak trei a reont a zeou, a gleiz,
Evel a ra eur vargodenn,
Pa vez sac’het war he neudenn.
Oc’h ho gwelet, ve lavaret
Ez int kant korf war ael, o trei gant eur spered
Evit dont d’am marvaill : ar C’haro hep-mui-ken,
E-touez al loened all, ne ouelaz beradenn.