— 18 —
Hueloc’h evit ann avel,
O lugerni war Breiz-Izel
Gant flammou tan warn-han skrivet :
« Doue Breiz ra vezo meulet ! »
Skrifet warn-han e skritur aour,
Hano an Itron Wir-Zikour
Hano ar sent hag ann elez
War Breiz-Izel a dol evez :
Ar Vretoned war ho daolin
E-c’harz kroas ma Zalver divin
Kana : Gloria in excelsis !
Da Jesus ! Doue ha Roue Breiz.
|
- J.-P.-M. Ar Skour,
- Barz ann Itron Varia Remengol.
E Remengol, ar 24 a viz Mae 1869, deiz ar Pardon braz.
MARO HA KAON GREK AL LEON.
————
Grek al Leon a varvaz ;
Evit an holl leoned ne voe ket eur c’holl braz.
Pep-unan, ’velato, dour war he zaoulagad,
Hervez ma voa ar c’hiz, a redaz mintin mad
Da gaout ar Roue Leon gourvezet enn he graou,
Da lavaret d’ezhan eur gerik mad pe zaou.
Eur ger mad a ra vad da glevet e glac’har,
Pa zao euz ar galoun d’ar genou her lavar.
|