Mont d’an endalc’had

Pajenn:Kantikou brezonek eskopti Zan-Briek ha Landreger.djvu/49

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 44 —


    Mam Jezus hon Otrou,
    C’houi zo dor an Envou,
    Mam Jezus hon Otrou,
    C’houi zo dor an Envou.

  1. Gant an èl zaludet
    Hag a c’hrasou karget,
    Hoc’h hano, Maria,
    Zo dreist hini Eva.

  2. Toret liam ar pec’her,
    Reit d’ar re dal sklerder ;
    ’Vidomp ol goulenet
    Pardon hag eürustet.

  3. Bezet d’imp eur Vam vad ;
    Gret ma vo hon menad
    En Envou kemeret
    Gant ho mab beniget.

  4. Gwerc’hes ar gwerc’hezet,
    Dous ha dinam bepred,
    Hon miret gwerc’h ive
    A gorf hag a ine.

  5. Gret ma kerzimp dalc’hmad
    Divlam war an hent mad,
    Ken a vimp gant Jezus
    Da virviken eürus.

  6. Gloar d’an Tad hon C’hrouer,
    Ha d’ar Mab, hon Zalver.
    Gloar d’ar Speret-Zantel,
    Ol ners an dud fidel. Amen.

(Levr Bugale Mari).




N° 34. — Ar Salve Regina.
War an ton N° 34.


  1. Ni ho salud, Rouanes an Ele,
    C’houi zo hon Mam, ar Vam a drugare,
    Hon ol douster, bue hag esperans,
    Ni ho salud, gant kalz a reverans.

  2. D’ac’h-hu, Gwerc’hes, e kasomp hon feden,
    Ni divroet ha ziouas ! pec’herien :
    Ouzoc’h, Gwerc’hes, e kriomp er bed-ma,
    Ni pere zo bugale da Eva.