Mont d’an endalc’had

Pajenn:Kantikou brezonek eskopti Zan-Briek ha Landreger.djvu/48

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 43 —


    Gwerc’hes bepret, dor an Envou,
    Chilaouet ouz hon pedenou.

  1. Resevet ar zalud zantel
    A rez d’ac’h an èl Gabriel ;
    Reit eur peoc’h ferm d’imp er bed-ma,
    O chanj an hano a Eva.

  2. Toret chaden ar bec’herien,
    D’ar re zo dal reit sklerijen ;
    Pelleit ouzimp peb drouk dalc’hmad,
    Goulenet d’imp an ol draou vad !

  3. Diskoët ez oc’h eur Vam vad
    En andret an dud emzivad ;
    Gret m’hon chilaouo an hini
    Ec’h euz ganet evidomp-ni.

  4. Gwerc’hes dispar e peb feson,
    Dous dreist an ol, glan a galon,
    Gret ma vimp divlam a bec’het,
    Dous eveldoc’h ha pur bepret.

  5. Gret ma vo zantel hon bue,
    Ha zur hon hent trezeg Doue,
    Ken a vimp, o welet Jezus,
    En hon gwir vro genac’h eürus.

  6. Gloar ato d’an Tad eternel,
    D’ar Mab ha d’ar Speret-Zantel,
    D’an tri Ferson euz an Dreindet
    Ar memes enor zo dleet. Amen.




N° 33. — An Ave maris Stella.
War an ton neve latin N° 33.


  1. Zalud d’ac’h hag enor,
    Gwir stereden ar mor,