Mont d’an endalc’had

Pajenn:Kantikou brezonek eskopti Zan-Briek ha Landreger.djvu/50

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 45 —



  1. D’ac’h-hu bepret e tenn hon c’halonou,
    D’ac’h e kasomp hon goelvan, hon daerou ;
    Hon fians-ni zo en ho madeles,
    En draouien-man leun a dristidiges.

  2. Rak-se pa ’z oc’h hon avokades ker,
    En hon andret bepret dous ha tener,
    Plijet genac’h distrei ho taoulagad
    Warnomp-ni ol tud paour hag emzivad.

  3. Pa deui an de da guitat ar bed-man,
    Raktal goude hon hirvoud divezan,
    Diskoet d’imp, Mam vad ha truezus,
    Er Barados, bizaj ho Mab Jezus.

  4. O Gwerc’hes zakr, meurbet karantezus,
    O Gwerc’hes dous, meurbet trugarezus,
    Ni ho suppli, klevet ouz hon feden,
    Hon diouallet breman ha da viken !




AR ROZERA

Ar Rozera a ziskoe d’imp, e pemzek mister, ar pez a zo bet a gaeran e buez ar Werc’hes hag he Mab divin, adalek Nazareth beteg ar Barados. Er pemp mister kentan e welomp joaiou Mam Doue epad bugaleaj Jezus. Ar pemb a geuz pe a c’hlac’har a zigas zonj d’imp euz poaniou ha maro hon Zalver, de Gwener ar Groaz ; hag ar pemp divezan, euz e c’hloar ha gloar e Vam zantel, goude ma oa resusitet.


N° 35. — Ar pemb Mister a Joa.
War don : Eun Doue hepken adori, N° 35.


  1. Zonjomp d’ar gentan dizenes
    Er joa en devoa ar Werc’hes,
    Pa voe gant an El zaludet
    Da vezan Mam Zalver ar bed.